Ur sell war-gil : eizh enklask bet arc’hantaouet ganeoc’h
Splann ! - 12/04/2023
Ar pennadoù skrivet ganeomp a lak war-wel sujedoù pouezus war an hir dermen. Gellet a reont bezañ lennet pell goude bezañ bet embannet. C’hoant ho peus adlenn anezho ?
Gant Splann ! e klaskomp kaout efedoù mat war ar gevredigezh a-drugarez d’hon enklaskoù. Hon fal a zo lakaat an traoù da cheñch. Setu ar pezh a c’hallomp kontañ deomp evit poent.
Breizh : c’hwezh an amoniak war ar maez
Gwisket e ruz eo Breizh. Kement a atantoù desevel loened ‘zo ma ’z eo Breizh ar vro an hini pennañ o tilaoskeul amoniak er Frañs. Ha gant ar gaz-se, krouet rannoùigoù munud en aer… hag a lazh degadoù a viliadoù a dud bep bloaz. Ankenius eo evit yec’hed an dud, hag ouzhpenn-se e weler sklaer dija pegen mantrus e c’hell bezañ evit an endro.
Implijet eo bet an enklask-mañ e lezioù-barn gant stourmerien a zifenn an endro, da skouer e afer klud yer bras abominapl e Laoulan (56). Nullet eo bet ar raktres bloaz zo.
Iberdrola. Pa vez lous ar jeu gant an energiezh « naet »
62 rod-avel a zo bet plantet e foñs mor Bae Sant-Brieg, e Breizh, war un takad bras a 75 km². Embregerezh spagnol Iberdrola an hini eo a zo e penn ar chanter-se, dre e is-embregerezh breizhat Ailes Marines. An embregerezh spagnol eo an hini pouezusañ er bed da geñver energiezh an avel, hag e embann splann eo « kizidik ouzh gwarez an endro ».
Ne oa ket aes an enklask-mañ a-fet stumm. Lennet eo bet gant an dud memestra war hol lec’hienn internet hag hini ar mediaoù a genlabour ganeomp. Desket hon eus eo gwelloc’h ober traoù simpl ha n’eus ket keuz ebet ganeomp !
Moc‘h fall
Tost an hanter eus ar moc’h desavet maez douar e Bro-Frañs a zo e Penn-ar-Bed. Bet eo Splann ! d’ober e enklask diwar-benn rouaned an industriezh-se ha war harzoù demokratelezh an endro.
Diskoachet eo bet gant Inès Léraud ha Kristen Falc’hon ne oa ket bet graet mat an enklask foran bet kaset da benn evit reiñ an aotre d’an atant desevel moc’h Avel vor e Landunvez (29) da vont war vrasaat. Moullet eo bet an enklask 2.500 gwech gant un den o chom e-kichen an atant. Gantañ eo bet lakaet an enklask e boest lizhiri un toullad eus e amezeien.
Goude bezañ bet embannet an enklask ez eus bet ur vanifestadeg enni 500 den a-enep d’ar raktres. Padal eo bet sinet an aotre gant ar prefed e miz Du 2022. Met brudet eo bet an afer e Bro Frañs a-bezh, a-drugarez d’ar reportajoù bet graet gant LCP, BFM pe TF1. E miz Genver 2023 ez eus bet digoret un enklask justis nevez dre m’eo bet douget klemm gant ar strollad « Stoppons l’extension d’Avel-Vor », war ar fed m’eo bet lakaet en arvar buhez an dud. Gant Antoine Chao ez eus bet graet ur reportaj war an afer evit France Inter. War roudoù kazetennerien Splann ! eo aet evit sevel un abadenn e miz Kerzu.
Metan : bec’h d’an atant
Breizh eo al lec’h er Frañs ma vez produet ar muiañ a loened. Setu perak eo beuzet ar vro gant distaoladoù loened a fell da labourerien-douar ha da embregerezhioù bras an energiezh treuzfurmiñ en gaz ha goproù. Muioc’h-muiañ a vetanaerezioù ‘zo e Breizh. Tizhet 186 outo e maezioù ar vro e 2022, ha kant ouzhpenn a-benn fin 2023.
Embannet eo bet an enklask e brezhoneg war Dispak, Pobl Vreizh ha Radio Breizh, hag e galleg war Reporterre, Basta!, Mediapart, France 3 Breizh. Kazetennerien Splann ! a zo bet o kinnig an enklask e meur a daol-grenn. Ouzhpenn 10 prezegenn a zo bet graet ganto. Keodedourien, peizanted ha dilennidi a zo deuet da gaozeal ha da dabutal ganto.
Essure : drouk mouget e korf ar merc’hed
Abaoe bloavezhioù e c’haller lenn testenioù merc’hed tapet fall o yec’hed goude bout bet lakaet an ensteudoù (implants) Essure. Hiziv an deiz e kendalc’h an embregerezh da lâret neus gwerzhet anezho n’ eus kudenn ebet gant an ensteudoù. Un diell eus Ajañs ar Yec’hed a lâr ar c’hontrol e 2017. Adkavet eo bet an diell-se gant Splann !.
Embannet eo bet e meur a vedia e oa bet diskoachet ganeomp un danevell eus Ajañs ar Yec’hed (ANSM) a ziskouez eo dañjerus an ensteudoù Essure. Deuet eo da vezañ an enklask en deus graet muioc’h a drouz er-maez eus Breizh. Aet eo war-raok an afer evit lod eus ar merc’hed o deus bet eil efedoù a-drugarez d’ar pennadoù. Implijet e vo ganto an danevell er justis.
Skouerioù eus mediaoù o deus komzet eus an enklask (estreget a re a genlabour ganeomp : France 3 Breizh, Mediapart, Elle, Basta!, Ya !, Dispak) : Le Monde, France Bleu, Ouest-France, Femme Actuelle, Révolution permanente, Neon mag, Généthique, Causette, Marie-Claire, Le Progrès, Que Choisir, France 3 Auvergne-Rhônes-Alpes.
Brezel er parkeier
C’hoant zo staliañ mil labourer-douar ar bloaz bep bloaz a-benn 2028 e Breizh. Hiziv n’eus nemet 500 a-boan a zeu a-benn d’en em staliañ, e-keit ma weler atantoù divent o tont war-wel dre doareoù luziet d’o sevel diouzh al lezenn. Tiez-feurm 1.000 hektar, 1400 a-wechoù zoken. Boas eo deuet gwelet atantoù ouzhpenn 200 hektar tachenn outo. En ur ober dek vloaz e oa deuet an hanter muioc’h diouto… Boas eo deuet gwelet atantoù gant ouzhpenn 200 hektar tachenn. En ur ober dek vloaz e oa deuet an hanter muioc’h diouto.
Cooperl : enklask war un embregerezh pemoc'h ramzel
Pell-mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh an hini bet savet e 1964 e Lambaol (22), pa ne oa da gentañ penn ken met ur strolladig 25 saver moc’h. Deuet eo da vezañ ur gompagnunezh etrevroadel, ur gevelouri a gaver enni 83 kevredad, en o fezh pe evit darn outo, un dek bennak diouto en estrenvro. Evit meur a saver loened, pe a-fed etik, pe a-fed o gwenneien, ne gavont ket o c’hont ken. Padal, kuitaat ur gevelouri n’eo ket un dra aes d’ober…
Plijet oc'h bet ? C'hoant hon eus kenderc'hel e-giz-se… a-drugarez d'ho harp.
Er mare-mañ emaomp o labourat warzu Liger-Atlantel ha war an hent e vez desket kalz a dra ganeomp diwar-benn al lojeiz… Kaoz e vo ivez eus distrujoù an natur ha saotradurioù graet gant uzinoù industriel.