Keloù vat eus tu Splann ! : emaomp o vont da duta div gazetennerez da verañ hon media, peadra ‘vo da badout war an hir-dermen.
Goude ma oa labouret bep Lun noz asambles a-benn ma vefe Splann ! ur media padus hon eus tutet div gazetennerez, en o-touez unan a zo brezhonegerez.
Daou bost dibaouez da genurzhiañ raktresoù ar gevredigezh, an embannadurioù ha prantadoù donezonoù.
Chom a raio ul lodenn vat eus labour a-youl vat. An holl taroù-se ouzhpenn al labour enklask war an dachenn savet gant hon kazetennerien ha kazetennerezed dizalc’h, gopret abaoe devezh kentañ Splann !.
Perak goprañ an daou zen se ?
Da ziorren an enklaskoù ha sammañ o perzh-mat hag o skignadennoù ;
Evit lañsañ stummoù kelaouiñ nevez (moulidigezhoù, bandennoù treset, videoioù, podkastoù…) ;
Evit kemer perzh muioc’h muiañ e darvoudoù war takad Breizh hag er maez ;
Evit sikour an dud hag al labour a-youl vat a zo savet bemdez gant ur strollad a dud abaoe ur bloaz pe daou vloaz ;
Da vont pelloc’h war labour bep hini hag evit lakaat tud ha youl nevez er skipailh !
Ezhomm hon eus ho souten hag ho tonezon evit dont a-benn da c’hoprañ tud en un doare padus. Servij a reont da startaan Splann ! bemdez. Ne c’hallomp ket bezañ hep ho sikour !
Tu zo reiñ un nebeud bep miz !
Krog omp da implijout ul lec’hienn nevez evit ar prantadoù sevel arc’hant : Donorbox. Eno ‘vez tu choaz reiñ ur wech, bep miz pe bep bloaz. Pa vez roet alies ganeoc’h ez eus tu deomp bezañ stabiloc’h war hon c’hontoù.
Tennañ ar pezh ‘vez roet eus an talioù. Ma ‘vez paeet talioù ganeoc’h e c’haller tennañ 66 % eus ar pezh ‘zo bet roet da Splann !. Da skouer, ma vez roet 100 € e ‘vo paeet 33 € hepken.