Saotret zo bet div stêr gant soud e-pad an hañv e Penn-ar-Bed. Implijet e vez an danvez kimiek-se gant an agro-industriezh da naetaat ar beolioù. Daou «wallzarvoud», unan gant uzin-laezh Karaez, Nutri Babig, hag an eil gant un uzin boued-skornet eus bro Montroulez, Primel Gastronomie. Ur gwallreuz ekologel bras eo ar saotradurioù-se evit ar pesked hag ar vevliesseurted. N’o deus ket respontet an embregerezhioù d’hon c’houlennoù. Douget zo bet klemm dirak lez-varn Brest hag un enklask zo kaset da-benn er mare-mañ.
E Karaez eo bet diskarget 18 m3 soud e purlec’h ar gêr. Grevus-kenañ eo-se rak ez a en-dro ar purlec’h a-drugarez da vakterioù a naeta ar fankoù. Ar pezh a dalvez eo bet lakaet fankoù louz er stêr Iêr, o deus lazhet kement tra a oa bev war meur a gilometrad. «Gwelet hon eus eo bet saotret ar stêr war 3,5 km», eme Patrick Clerin, bezprezidant kevread pesketa Penn-ar-Bed. Hervezañ eo bet adkavet loustoni e penn kentañ ar stêr Aon zoken gant troaskell ar prefeti.
E-kostez Montroulez eo bet saotrer stêr Pontplenkoad gant 1 m3 soud rik, hervez ur sacher-evezh. «Klaskit lakaat ur biz e-barzh soud, gwelet a reoc’h petra a vo!», Patrick Clérin eme gant fulor. Marv eo kantadoù a besked war ouzhpenn 2 km. «Marv eo buhez ar stêr : al loened bihan a vag ar pesked zo marv ha bloavezioù e kemero a-raok ma teufent en-dro.» Difennet eo bet pesketa ha kouronkañ e bae an Dibenn e-pad daou zevezh. Un takad Natura 2.000 eo al lec’h.
Kollet an arc’hant publik hag ar strivadegoù
Nerzh a oa bet lakaet gant ar galloudoù publik hag ar c’hevredigezhioù evit gwellaat stad ekologel an div stêr-se. Labourioù a oa bet graet gant Poc’hêr Kumuniezh evit ma c’hallfe tremen al loened er stêr Iêr, e-kichen milin Karaez Bihan. Meur a atalier a oa bet aozet ivez gant an AAPPMA evit naetaat ar stêr hag ar pezh a zo tro-dro.
Memes tra war-zu Montroulez. Dipitet eo ar besketourien hag an dilennidi : postet e oa bet 1,7 milion a euroioù er stêr Pontplenkoad evit «adsevel kalite ekologel al lec’h», eme Guy Pennec, bezprezidant e karg eus an dour e Montroulez Kumuniezh. Dielfennadurioù a oa bet graet e 2016 hag a ziskoueze e oa fall stad an dour abalamour d’ar minoù staen a oa bet etre 1963 ha 1973.
Goude bezañ bet graet un nebeut a labour evit gwellaat an traoù e vez gwelet ez a war gresk buan an niver a besked. «Poan a ra gwelet penaos ez a da goll ul labour ken bras», a lâr c’hoazh Guy Pennec.
Koulskoude, ne vo ket douget klemm gant Montroulez Kumuniezh. «N’eo ket bet graet a-ratozh kaer, hag an embregerezh a zo doujus a-walc’h, dre-vras eus an dour. Gallout a ra ur gwallzarvoud c’hoarvezout.» Kavout a ra gwelloc’h ar bezprezidant mont en darempred war-eeun gant Primel Gastronomie evit kavout un emglev.
Gant ar besketourien ne vo ket leusket an afer da vont ken aes all: goulenn a reont e vefe anavezet faot an embregerezhioù. Evel m’az eo bet graet gant saotradur ar Peñze : kondamnet eo bet ar perc’henn da baeañ 200.000 € gant lez-varn Brest.
1,7 M€
Setu ar sammad a arc’hant publik a zo bet plantet er stêr Pontplenkoad evit adsevel kalite ekologel al lec’h.