D’ar Gwener 1añ a viz Kerzu eo bet roet da Splann ! ar priz evit an enklask bet embannet diwar-benn an ensteudoù Essure. Un enklask a galite eo, hervez ar strollad-barn. Ul labour en deus kemeret amzer hag a ziskoach dielloù pouezus evit ar gevredigezh.
E miz Du 2022 e oa bet embannet ganeomp un dokumant chomet kuzh e diabarzh ajañs ar yec’hed. Eno e c’haller lenn eo dañjerus an ensteudoù Essure (pe implants e galleg). Padal int bet lakaet da 240.000 maouez e Frañs.
Pouezus-kaer eo evit ar merc’hed kaout an diell-se evit gellout kenderc’hel gant o stourm dirak ar justis. D’an nebeutañ 15% anezho o deus gellet tennañ ul lodenn eus o c’horzennoù Fallope pe an uterus a-benn tennañ an ensteudoù. Chomet eo az a Bayer da werzhañ anezho e 2017, sañset abalamour ma ne vefe ket graet arc’hant a-walc’h ken.
C’hoant hon eus lâr eo dreist-holl evit ar sacherien evezh ar priz-mañ. Ne vefe ket bet posubl ober an enklask-mañ hepto.
Skrivet eo bet an enklask gant Juliette Cabaço Roger ha Faustine Sternberg gant sikour Rozenn Le Carboulec ha Guy Pichard. Posubl eo bet ober anezhi ivez a-drugarez d’an dud a reiñ arc’hant da Splann !.