Sach a ra evezh an ONG Bloom diwar-benn « Sturfollen pesketaeriezh Breizh 2024-2027 » hag a vo votet a-benn digwener 16 a viz C’hwevrer gant kuzul Rannvro Breizh. An diell-se a a zo embannet amañ gant Splann ! evit ar wech kentañ.
Ar « sturfollenn pesketaeriezh », dre 112 pajenn, a zo « politikerezh nevez ar mor hag an aod e-keñver ar pesketa hag ar sevel-pesked » Rannvro Breizh. Aprouet eo bet gant ar C’huzul ekonomikel, sokial hag endroel ar Rannvro (pe Ceser e galleg), d’ar 5 a viz C’hwevrer 2024.
Dre un taol degouezh souezhus, war ar memes tro e vo plantet 15 milion a euroioù gant Kompagnunezh ar pesketa Sant-Maloù evit sevel un uzin produiñ surimi e-barzh ur vag vras-abominapl, 144 m anezhañ, Annelies Ilena eo anv. Gouest eo da zastum 400 tonnelad a besked bep 24 eurvezh. Ken bras eo ha ne c’hall ket ar vag mont e-barzh porzh Sant-Maloù.
Deus un tu all emañ o vont kuzul Rannvro Breizh da votiñ ar « sturfollenn », hag a vo kinniget a-benn digwener 16 a viz C’hwevrer gant Daniel Cueff, bez-prezidant ar Rannvro. Hemañ en deus lâret da skipailh Splann !, dre bellgomz, ez eo ar programm « gouestlet d’ar pesketaerezh aod (a vez graet e-kichen an aodoù) hag artezanel penn-da-benn ». Splann ! en deus lennet ar 112 pajennad hag en deus remerket, daoust d’ar pezh bet lâret gant Daniel Cueff, n’eo ket meneget tamm ebet ar pesketaerezh bihan e-barzh. Er c’hontrol : ar sturfollenn-se a lak war-wel meur a wech « ar pesketaerezh keinvor ha dammgeinvor », da lâret eo, ar bagoù ouzhpenn 16 metrad hag az a war vor e-pad pevar devezh d’an nebeutañ.
Mat evit an endro
Padal, ar bagoù a zo dindan 12 metrad a zo pouezus. Kalz gwelloc’h int evit an endro : nebeutoc’h a dour-tan a vez lonket, muioc’h a dud a zo o labourat warno, ha ganto e vez pesketaet produioù a galite ha gwerzhet mat.
Gall a reer lenn er sturfollenn ez eus ezhomm bagoù nevez e bed ar pesketa (dreist-holl ar re geinvor ha dammgeinvor). Met ar bagoù bihan o deus ezhomm muioc’h c’hoazh e vefe adnevezet ar batimantoù.
Hervez un diell bet skrivet gant Pennadurezh etrerannvroel eus mor Norzh Atlantik-Kornog (Dir Namo e galleg), e oa e Aodoù-an-Arvor 285 bag-pesketa micherel e 2022, 90 % anezho oc’h ober pesketaerezh bihan ; koukskoude, 180 anezho a zo ouzhpenn 30 bloaz (etrezo ez eus zoken 31 a zo ouzhpenn 50 bloaz). Ar memes tra a vez kavet e Breizh a-bezh (10 % eus bagoù Penn-ar-Bed a zo ouzhpenn 50 bloaz hervez un diell all eus an Dir Namo).
Daoust hag-eñ eo reizh souten adnevezadur ar chaluterioù bras ha pas hini ar bagoù bihan ? « N’eo ket nevez e vefe sikouret muioc’h ar pesketaerezh keinvor gant Rannvro Breizh, eme Ken Kewahara, sekretour meur kevredigezh al linennerioù Breizh. Riskl bras a zo e vefe graet endro ar memes fazioù evel er bloavezhioù 1980 ha 1990 pa’z eo bet plantet arc’hant e seurt bagoù. Hag e vo plantet milionoù a euroioù evit digarbonañ ar pesketaerezh (gant sturfolennn ar Rannvro ez eo sikouret diorren ar bagoù kaset war-raok gant hidrogen). Met ne vo ket cheñchet ar patrom saotrus. Arboellet e vo un nebeut arc’hant dour-tan met ne vo ket dalc’het kont eus ar c’hudennoù ekologel nag eus kistion an danvezioù pesked. Ar pesked a zo tost d’an aod a zo pouezus-kenañ evit ar besketaerien vihan. N’eo ket normal e c’hallfe ar bagoù bras dont war memes tachenn. »
Hervez Daniel Cueff, n’int ket bet meneget ar bagoù bihan e-barzh ar 112 pajennad peogwir int bet « ankouaet » ! Med reizhet e vo an traoù dre gomz, emezañ, pa vo kinniget an diell a-benn digwener.
Eus he zu, an ONG Bloom a gav dezhi e c’haller kavout mennozhioù al lobioù ar pesketa industriel a-dreñv d’an destenn-se. Goulennet e vez ganti e vefe nullet ar surfollenn. Gant ar gevredigezh Pleine Mer e vo aozet ur vanifestadeg Diriaou 15 a viz C’hwevrer e Sant-Maloù evit stourm a-enep d’ar vag industriel Annelies Ilena. Just an deiz a-raok ma vefe votet ar sturfollenn gant ar rannvro.
« Sturfollen pesketaeriezh Breizh 2024-2027 »