Chom mut ha mont war-gil ? Dibosupl ! Diskouezet ez eus bet mat gant Nicolas Legendre eo re bouezus ar pezh a c’hoarvez war maezioù Breizh. Evit ar re a vefe douetañs ganto c’hoazh, ar fed e vefe taget un eil gwech hon c’henlabourerez Morgan Large lak a ra da soñjal pegen galloudus eo tud zo er vro.
Daou vloaz rik goude bezañ bet divontet rod he c’harr-tan e-pad an noz dirak he zi, setu he rod divontet en-dro ur wech all dirak he zi. Lakaet eo bet buhez Morgan en dañjer div wech. Ober an dra-se zo feuls-kenañ, tost ken feuls ha kaout ur bistolenn lakaet warni. Gwashoc’h c’hoazh : se zo un doare da lakaat an dud da gaout aon, dezhi met ivez d’an holl o defe c’hoant kelaouiñ pe mont a-enep ur sistem. Evel-just, e Splann !, e vez graet al liamm etre labour kazetenniñ Morgan Large hag ar pezh zo bet c’hoarvezet ganti.
Fellout a ra deomp e vefe mod-all… Met setu ar goulenn : pet kazetenner zo bet miret outañ d’ober e labour pe lakaet e dañjer ? Betek pelec’h e vo laosket gant ar Stad seurt traoù da c’hoarvezout ? C’hoant he deus Splann ! da genderc’hel gant he labour ha lakaat war wel an doare-se d’ober. Mersi bras evit ho souten d’an holl vMorganed Large a zo er bed hag o deus ezhomm ac’hanoc’h. Ne c’hallfe ket Splann ! mont war-raok hepdoc’h.