Soñjit e vefe a-du ar Medef gant un destenn bet kinniget gant sindikalourien, hag a-enep ali an FNSEA. Dibosupl ? Padal eo ar pezh zo c’hoarvezet d’an 11 a viz Ebrel, e Kuzul ekonomikel sokial hag endroel (Cese) pa’z eo bet kinniget e ali diwar-benn merañ an dour. Daou vreton, Serge Le Quéau ha Pascal Guihéneuf, a oa e-barzh ar jeu.
100 mouezh a-du, 13 a-enep ha 16 chomet hep votiñ. Embannet ez eus bet un ali diwar-benn« penaos mirout an dour e-keñver cheñchamant an hin » gant kuzulerien ar Cese. Eno e vez kavet sindikadoù, renerien ha kevredigezhioù. Ne oa ket den ebet eus ar Stad en emgav-se, ha zoken eo bet skrivet an destenn evito.
E-touez an 23 c’hinnig bet votet, un nebeud n’o deus ket plijet d’ar re a zifenn al labour-douar industriel : digreskiñ an niver a loened desavet « e takadoù e lec’h ma vez re azot hag ar muiañ a vezhin glas », mont buanoc’h evit skarzhañ ar pestisidoù ha dreist-holl nac’hañ e vefe roet arc’hant publik d’ar megabassinoù. « N’haller ket chom da sellet ouzh an dour o kouezhañ war al leur, redek betek ar mor, hep ober mann ebet, en deus lâret Pascal Férey (FDSEA 50). Ret e vo mirout un nebeud memes tra, gant sikour stankelloù nevez. »
« Daou zoare da wel an traoù zo : unan evit an endro hag unan all evit ma vefe kendalc’het gant an traoù evel m’emaint, eme Pascal Guihéneuf (CFDT). Kompren a reomp mat o deus ezhomm dour al labourerien-douar gant an doare d’ober a-vremañ. Kaoz e vez eus cheñch an traoù, met ne vez ket graet da vat na plostet arc’hant evit en ober. Ret e vo kaout dibaboù politikel kreñvoc’h. »
E-touez ar frammoù a ya d’ober an emglev ekologel ha sokial er Cese eo savet ar CGT a-enep. Chomet eo hep votiñ abalamour ma « vank youl gant an destenn ».
« Miz zo eo bet embannet an ali hag emaomp o c’hortoz c’hoazh bezañ degemeret gant ur ministr bennak. Ober a reont evel ma vefent marv. Gant Macron eo bet embannet buan e strategiezh evit mirout an dour a-raok ma vefe roet hon ali, hep muzulioù kreñv evit al labour-douar. »