[KARTENN NEVEZ] Saotret eo 100 % eus stêrioù Breizh gant ar metolaklor ESA
Sylvain Ernault - 12/04/2023
Abaoe an 20 a viz Here ez eo difennet eo gwerzhañ produioù pistrius S-metolaklor enno. Met gellet a reer implijout anezho e-pad bloaz c’hoazh. Breizh zo ar vro muiañ saotret e Frañs : hervez ar muzulioù bet graet e 2021 e chom en holl stêrioù ouzhpenn 0,1 µg/L metolaklor ESA.
Camix, Deflexo S, Dual Gold Safeneur pe S-Metolastar Safeneur : S-metolaklor a zo e-barzh an holl produioù-se. Ur pestisid dañjerus eo ar S-metolaklor. Difennet eo gwerzhañ anezhañ abaoe d’an 20 a viz Here 2023 abalamour ma c’hall reiñ krignoù-bev d’an dud. Padal o deus droad al labourerien-douar implijout ar produioù-se e-pad bloaz c’hoazh, evit lazhañ ar geot er parkeier maiz, soja pe tro-heol. Implijet e vez ivez e parkeier beterabez.
Re bistrius eo ar S-metolaklor evit an dour, eme Ajañs vroadel surentez ar boud, an endro hag al labour (Anses). « Re a bartikulennoù munut eus an S-metolaklor a ya e-barzh an dour dindan an douar, n’eo ket posupl », emezi en un diell bet embannet d’an 15 a viz C’hwevrer.
« E gwirionez e oa bet lâret e oa re bistrius ar produ-se dija e 2005 pa oa bet aotreet da werzhañ gant Europa, eme Dominique Le Goux, e karg eus ar yec’hed hag an endro evit Dour ha stêrioù Breizh. Gellet a reomp lâret ne oa ket bet graet mat an traoù gant Bro Frañs pa oa bet kroget da werzhañ ar S-metolaklor. »
Implijet eo bet evit gounit mais e Breizh
Rak re ziwezhat eo. Dindan a-boan 20 vloaz eo bet saotret dour ar vro gant partikulennoù munut a chom eus an S-metolaklor. Ha siwazh ez eo Breizh unan eus ar broioù muiañ saotret. Hervez ar muzulioù bet graet e 2021 war stêrioù e-lec’h ma c’heller muzuliañ, eo saotret an holl anezho, hag e tremenont en tu all da 0,1 µg/l metolaklor ESA.
Gallout a reer gwelet n’eo ket saotret an holl vroioù memes mod war gartenn Akwari Coop, bet embannet ganeomp evit ar wech kentañ. Muioc’h saotret eo Kornôg Bro Frañs abalamour ma vez implijet ar S-metolaklor evit gounit maiz da vagañ al loened. Ar vro lec’h ma vez desavet ar muiañ a loened er Frañs eo Breizh.
Padal ne oa ket bet asantet gant lez-varn Roazhon e vefe difennet implijout ar S-metolaklor er vro, evel ma oa bet goulennet gant Dour ha stêrioù Breizh. Hervez ar varnerien, n’eo ket un dra a-denn eus Breizh kement-se. Kaset eo bet an afer dirak ar C’huzul Stad, met n’eus ket bet a respont evit poent. E-kreiz miz Here eo bet votet gant stadoù Europa ne vefe ket gwerzet ken c’hwec’h produ, en o zouez ar S-metolaklor.