Lakaet eo bet ar gaoz diwar-benn an Timac en hon enklask diwar-benn an amoniak, un embregerezh bras-tre a brodu temz gant azot. Gantañ e vez saotret aer annezidi Sant-Maloù (35). E Mouster-al-Loc’h (44) ez eus ur strollad meur, Yara, hag a zo saotrus-kenañ ivez.
Ne oa ket bet tu deomp lakaat anezhañ war hon c’hartenn embannet gant hon enklask diwar-benn saotradur an aer e miz Mae 2021 : an embregerezh kimiek eus Norvegia, Yara, hag hec’h uzin e Mouster-al-Loc’h, e Liger-Atlantel, o deus pouez bras war ar marc’had produiñ temz.
Saotrus-kenañ eo evit an endro produiñ an temz-se : dilaosket e vez amoniak, azot ha fosfor en dour hag en aer. Bep bloaz e vez dav d’an holl embregerezhioù disklêriañ pegen saotrus int bet e-pad ar bloaz evit bezañ sur n’emaint ket e-maez al lezenn.
Iskis eo met, e 2019, a oa bet diskleriet gant Yara ne oa ket bet dilaosket banne amoniak ebet en hec’h uzin e Liger-Atlantel. Setu perak ne veze ket gwelet anezhi war hon c’hartenn… Padal, e 2014, e oa bet disklêriet ganti e oa bet dilaosket 751 tonenn amoniak. Droch eo ar sifroù-se a zo ken disheñvel, dreist-holl pa vez gwelet ez eus kudennoù saotradennoù all gant an embregerezh.
Saotradur an aer hag an dour
Hervez un diell bet skrivet e 2011 gant ar re a oa en o c’harg kontrolliñ an uzinoù dañjerus evit an endro, 20 % eus dilaoskadennoù industriel azot Broioù al Liger ha 50 % eus re Liger-Atlantel a vez graet gant Yara, eme France 3.
Abaoe ouzhpenn dek vloaz e vez kastizet an embregerezh gant ar prefeti abalamour d’an niver a saotradurioù en aer hag en dour, da skouer re a zilaoskadennoù azot ha fosfor, pe surentez fall an uzin.
« N’eo ket just » ar c’hastizoù-se hervez Yara hag a zo bet dirak ar justis da glask kondaoniñ ar Stad. Met n’eo ket deuet a-benn. Padal n’eo ket a-walc’h ar pezh zo bet paeet ganti, hervez ar gevredigezh a zifenn an endro e Donez (AEDZRP). Ganto e vez goulennet e paouezfe an uzin da broduiñ.
« Abaoe tost 13 vloaz ne vez ket graet an traoù hervez ar reolennoù gant an industriel hag e vez saotret an endro. Evit poent eo bet rediet da baeañ 600.300 €, da lâret eo 126,51 € bemdez… Ma vez kendalc’het e-giz-se eo gwelloc’h mac’hat dezhi kendalc’h da saotrañ eget ober al labourioù zo ezhomm evit ma vefe sur an uzin. Koustañ a rafe etre 35 ha 40 milion a euroioù. » Ret eo lâret memes tra e vez graet 16,6 miliard a eurioù a gengreadur gant an embregerezh.
Lennit hon enklask « Breizh : c’hwezh an amoniak er maez »
Lennit hon enklask « Breizh : c’hwezh an amoniak er maez »