- Dispak ar wienn dre an aer dreist-holl a zegas freuz bras er c’hleuzioù.
- N’eus redi ebet da ziskleriañ an distrujoù-se, er c’hontrol eus ar reolennoù a dalvez e bed al labour-douar.
- Gwechoù zo n’eus ken-emglev ebet gant ar strollegezhioù, ha ne vez ket empentet a-walc’h ar chanterioù en a-raok.
Dav eo bezañ war evezh pa vezer o pourmen war an hentoù war ar maez evit gwelet peseurt girzhier zo bet gwallgaset gant an diskoultrerezioù. Hini ebet na ya e-biou da selloù Jean-François de Ramecourt, prezidant rann Liger-Atlantel Fransylva, Kevread forestourien prevez Frañs koulskoude. Hag en ur sellet ouzh tud o tiskargañ peulioù da vezañ implijet evit stagañ ar wienn diwar ur c’hamion ken ledan hag hanter an hent, e oa o tiskouez deomp gwez diskoultret diouzh un tu hepken, evel stouet ha prest da gouezhañ : «Sellit aze, krennet eo bet lein ar gwez derv a-viziez eus tu an hent, goude-se eus tu ar park, e stumm ur biramidenn. Hag e c’hellit bezañ sur e vint dibennet ar wech a zeu, da lâret eo e vo tennet o fenndogenn diganto, peadra da lakaat buhez ar gwez-se en arvar.» Perc’henn eo war un nebeud parkeier gwez tro-dro dezho, ha taeriñ a ra pe wel ur seurt «lazhadeg» war an abeg ma ranker diorren ar wienn.
« Distruj a weler a bep tu », a ouzhpenn e vignon Yann, kenberc’henn war ur c’hoad meur a gant devezh arat, ennañ ur steudad gwez heverk e vefe sañset da vezañ diskoultret abalamour ma rankfe tremen ar wienn eno. Met nac’het eo bet gantañ. « N’o deus ket kredet troc’hañ ar gwez kant vloaz zo war vord an hent, met lakaat a raint da zibennañ ar gwez bihanoc’h, evel el lodenn-se eus an dachenn lec’h m’o deus kroget gant an dispak, hag a-benn ar fin e viro ouzh ar gwez da greskiñ er steudad-se », emezañ, keuz en e vouezh. « Reishañ tra a vefe bet douarañ ar wienn », a respont Jean-François de Ramecourt. « En tu all da 50 % eus ar rouedad kas uhel-kenañ ar wienn optikel zo bet douaret, eme diouzh e du Departamant al Liger-Atlantel, bet goulennetaet gant Splann !. Un tamm mat keroc’h eo douarañ ar wienn eget dispakañ anezhi en aer, pezh a ya kalz buanoc’h war-zu hollad annezioù al Liger-Atlantel (a vo goloet 100% tro 2025)».
Ur fakturenn bras evit Breizh
Reuz ha freuz ivez e departamantoù Rannvro Breizh gant dispak ar c’has uhel-kenañ : « Meur a c’harzh zo bet distrujet, gant aon ma vefent direnkus », a zispleg Aline Dangin, teknikourez e Pondi, ha prezidantez kevredigezh teknisianed diazadoù doureier Breizh (ATBVB). « Pa vez dispaket ar wienn en aer e c’heller bezañ kazi sur e vo troc’het berr ar c’harzh en he c’hichen », a soñj diouzh e du Thibaut Preux, douaroniour. An dilennidi bet goulennataet gant Splann ! a lak ar pouez war goust ar rouedad ma vefe bet douaret penn-da-benn : « Gwell eo bet kavet gant ar Rannvro staliañ an tiriadoù par ma c’hell, kentoc’h eget douarañ ar wienn, re ger e vefe bet en holl d’an holl», a zispleg deomp Carole Le Béchec, dilennet er C’huzul Rannvro ha prezidantez bodad an hin, treuzkemm ha bev-liesseurted. « En tu all d’ur miliard a euroioù e vefe erru ar fakturenn » evel ma fell lâret da Vincent Alleno, aotrou maer Pleneventer ha bez-prezidant Mégalis, ar sindikad kemmesk e-karg eus ar raktres « Breizh Kas Uhel-kenañ ».
Daoust ha meneget e oa bet, er galv da ginnigoù kaset d’an embregerezhioù evit dispakañ an 50.000 kilometrad funioù, e oa ret dezho soursial eus ar girzhier ? Evit respont ouzh goulenn savet gant Splann !, Vincent Alleno a ranke anzav ne ouie ket. Hag evit pezh a sell ar c’haier kargoù dalvez da steuñv evit an dispakañ, kaer hon eus bet goulenn anezhañ meur a wech digant Mégalis, tro wenn ! « Er c’henemglev dileuriañ ar servij publik gant an dileuradour Fibre44 e-karg eus an dispakañ gwienn ez eo meneget sklaer engouestladur an embregerezh a-fed gwarez an endro», a respont diouzh e du Departamant al Liger-Atlantel en doa silet dre un addiviz e 2022 un diferadenn evit strishaat marevezh an diskoultrañ etre ar 15 a viz Meurzh hag an 31 a viz Eost.
Moarvat eo bet teuk lec’hioù zo ar redi da ziskoultrañ, pezh ‘neus broudet emzalc’hioù aet re bell ganti.
« Lizhiri zo bet kaset gant an tiez-kêr « trugarez deoc’h da droc’hañ ho kirzhier evit ma vefe gellet lakaat ar wienn da dremen », ha gant tud zo eo bet soñjet e oa ret troc’hañ pep tra, padal ne veze goulennet nemet un taol kempenn», a zispleg Aline Dangin, teknikourez ha prezidantez an l’ATBVB. «Resevet hon eus lizhiri gourdrouzus a venege e oamp rediet da ziskoultrañ dindan ar wienn, ha meneget ouzhpenn e vefe kastizoù arc’hant ha lezennel kenkaz ne sentfemp ket, a gadarna Jean-François de Ramecourt. Meur a berc’henn zo deredet da droc’hañ o girzhier d’ur metrad hanter diouzh al leur, pe tapet gant ar spont, pe entanet gant ar soñj ober.» Ar re o doa nac’het, pe ar re zievezh o deus tapet lizhiri rediañ, pe fakturenn an diskoultrañ kaset dezho gant an embregerezh, pe gant an ti-kêr.
Alain Cupcic, zo aotrou maer Kergrist-Moelo (22) ha bez-prezidant kumuniezh kumunioù ar C’hreiz-Breizh (CCKB). Ouzhpennañ a ra : « ur wech peus bet diskoultret hag eo bet staliet ar wienn, ma tremenez an diskoultrerez ha m’eo troc’het ar wienn ganit, e vo dit-te da baeañ. Hag e kousto dit meur a vil euro evit dresañ ur wienn, hervez an hirder da gempenn. Neuze ez eus bet kalz a dud o soñjal : ‘fell ket din poaniañ bep bloaz da droc’hañ ar c’harzh-se, neuze ez eus bet diskaret gwez e-leizh. Kement ma ‘eo bet ret d’an ti-kêr dont da lakaat e fri en afer ! »
El Liger-Atlantel eo bet ret d’an departamant gourdrouz goude ma vefe bet troc’het re verr ar girzhier : « C’hoarvezet eo d’an annezidi pe da dud Ofis Frañs ar Vev-liesseurted (OFB) dont da c’hervel evit menegiñ e oa bet diskoultret en doare ne glote ket gant hon erbedadennoù. M’eo da vat labourioù kaset da benn war gont ar strollegezh e kasomp keloù d’an embregerezhioù evit degas da soñj d’ar skipailhoù a labour war an dachenn eus ar reolennoù e pleustr. » Ur gudenn all a sav : an diskoultrañ-se, a zeu da ziskar gwez a-wechoù, n’int ket suj da ziskleriadenn ebet. Un doare tremen e-biou d’al lezenn bet roet da stalierien ar wienn, evel m’eo lakaet da c’houzout, ha gant keuz, e danevell miz Ebrel 2023 Kuzul jeneral ar boued, al labour-douar hag an tachennoù war ar maez (CGAAER), bet gouestlet d’ar girzhier.
« Gellet a reomp kenlabourat evit ma ne drofe ket an diskoultrañ da zrailherezh, eme David Rolland, implijad e kevread chaseourien Aodoù-an-Arvor. Ingal e c’hoarvez din kemer ar gaoz evit reiñ alioù d’ar berc’henned, diwar c’houlenn an tiez-kêr da skouer. Ha lod eus an deknisianed garzhaoueg a ra memes tra.» El Liger-Atlantel eo bet skoulmet darempredoù etre dileurader Fibre44 hag an Afac – agro-foresterezh (kevredigezh broadel « a labour evit ar gwez hag ar girzhier ») evit stummañ eil-kevratourien gouestlet d’an diskoultrañ. « Bewech ma oa posupl omp aet e darempred gant ar re a oa karget da staliañ ar wienn, evit ma vefe bet graet a-zoare, a resisa Julie Le Pollès. Met alies-kaer ne veze ken-emglev ebet gant an eil-kevratourien. » Meur a hini bet goulennataet gant Splann ! zo bet o venegiñ kudenn an eil-kevratourien, hag evito e oa ur skoilh diaes da zirouestlañ.
Gant strollegezhioù zo ez eus bet kavet gwell kemer al labourioù diskoultrañ e karg, hep gervel eil-kevratourien. War gumun Plouared, da skouer. « Rag-empentet eo bet an traoù ganeomp, diblaset hon eus hor chanterioù diskoultrañ evit ma vefe graet ganeomp lec’h ma oa ar wienn da vezañ staliet, kuit d’an dud d’ober o-unan », a zispleg deomp Annie Bras-Denis, maerez ar ger-mañ eus aodoù Bro-Dreger. Ha stummet eo bet ar gargidi lakaet da aozañ al labourioù, kuit na vefe bloñset ar gwez. . Ne implijont ket an diskoultrerezioù, pa vez drastet ar gwez ganto peurvuiañ», emezi c’hoazh. Dispakañ ar wienn «a vefe bet tremenet seizh mil gwech gwelloc’h ma vefe bet empentet en a-raok, aozet ha divizet etre an oberourien », eme Julie Le Pollès evit klozañ ganti. Siwazh, «diouzh pezh zo bet lâret deomp gant kalzig a dud eo bet labezet ar girzhier».
Douaroù gant panelloù-heol
Estreget ar wienn a gaver da venveg «modernizaat» hon doareoù bevañ hag a zistruj ar girzhier hag ar c’hleuzioù. C’hoarvez a ra e vefe troc’het gwez zo, pe en arvar da vezañ emaint, war zigarez «treuzkemm energiezh» zoken. E-tal Roazhon, e Saozon-Sevigneg, e komzer eus diskar 3.000 gwezenn evit staliañ panelloù foto-voltaek en o flas. « Pemp kilometr a girzhier bet plantet 7 pe 8 vloaz zo evit kempouezañ al linenn tren LTB, pa oa bet meur a zistruj evit sevel anezhi », evel ma tispleg deomp Edgar Blot, fulor ennañ. Prezidant kevredigezh gwareziñ endro bevañ kêrioù traoñ Saozon eo. Aze, etre, an hent-houarn hag an hent-departamant e krog ar c’harzh da vezañ fonnus a-walc’h. Enni e kaver-e-touez re all- gwez derv, mesper, onn, kignez ha pabu pe hili-ho …kement seurt hag a zegemer ur vev-liested ledan a-walc’h. « Pa soñjan emaint o vont da ziskar pep tra… N’eus ket tu !», emezañ c’hoazh gant dipit.
Moarvat e pado meur a vloaz an afer, peadra da reiñ amzer d’al laboused da neizhiañ didrabas. Padal n’eo ket bet ken laouen al laboused veze staliet a-hed hent-houarn Ar Mañs – Añje. Etre miz Ebrel ha miz Gouere 2019, pa oant gant o neizhiadur, eo tost da 3.000 gwezenn hir o fustoù bet drailhet gant rouedad an SNCF, an iskevredad e-karg eus empenn al linennoù hent-houarn. Degadoù a c’hegied du, a bennduiged hag a laouenaned a zo marvet ar bloaz-se moarvat. Tapet an embregerezh gant he daouarn er sac’h a-drugarez da implijidi Ofis Frañs ar vev-liesseurted (OFB), ha kondaonet eo bet e miz Eost 2022 da baeañ 450.000 euro kastiz. « Kompren a reer ar sammad kastiz ken uhel pa weler pegen grevus eo bet an drouk graet d’an endro, eme Benjamin Hogommat, gwiraer ar gevredigezh Frañs Natur Endro a oa kevrenn geodedel en afer, e-tal an LPO, Kevre Gwarez al Laboused. Emichañs, da heul ar varnadenn-se, e vo aketusoc’h ar verourien embregerezhioù a bled gant al linennoù tredan ha gaz, pe an hentoù. »
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
Darempred →