N’eo ket echu gant an diskar ar girzhier hag ar c’hleuzioù

02/27/2024
Yann-Malo Kerbrat, Nolwenn Weiler
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 12 mn lenn
E stad fall emañ ar girzhier dre vras. Evit brasaat atantoù ez eus bet diskaret girzhier all e meur a lec’h e Breizh, war dachennoù a oa bet gwarezet betek-henn.
  • Aet eo war-raok diskar kalite ar girzhier, en desped d’ar postadurioù foran.
  • Diskaret eo bet meur a dakad girzhier war gleuzioù e Kreiz-Breizh.
  • Mont a ra ar girzhier da get dre ma ya an desaverezh saout da get ivez, ha dre ma kresk c’hoazh an atantoù evit mont war-zu ur patrom askoridik eus al labour-douar.
  • 159,2 gilometrad a c’hirzhier bet diskaret e-doug an 20 vloaz tremenet, war un dachenn a c’houzañv gant ar glandour (ar «bezhin glas»), ha lec’h ma tremen ur stêr gouez hep par e traoñienn al Leger.

« P’o deus adtapet ma douaroù o deus diskaret pep tra, evit «kempenn» an dachenn. Peder lodenn a veze, pa ne chom nemet un bremañ. Gwez derv kaer a oa aze, bet savet eno ganin, pebezh poan galon a ra me lâr dit ! » Maurice, labourer-douar war e leve e Bro-Goëlo, c’hwerv e galon pa wel pegen disteraet eo erru an ardremez a oa bet dindan e garg gwechall. Ha n’emañ ket e-unan, pell alese, war zisteraat e ya ardremez ha bev-liesseurted ar girzhier e Gwalarn ar Frañs, ha buanoc’h zoken eget pezh a oa an enklaskerien o c’hortoz.

«Emaomp gant ur mare a freuz an dremm-vro. Souezhet omp bet pegen buan, pegen don e bet ar c’hemm en dremm-vro, an hevelep hini forzh peseurt takad a studier.»

— Thibaut Preux, douaroniour en deus savet un dezenn war treuzfurmadur ar c’harzhaoueg normant, ha gant ul labour studi e Kreiz-Breizh evit poent. ,

Rak kenderc’hel a reer da ziskar girzhier ha kleuzioù. Ha gwashoc’h zo : buanoc’h an diskar eget e-doug an 10 vloaz tremenet. Bep bloaz ez eo tro-dro da 23.500 km girzhier a ya da get er Frañs a-bezh. 70 % outo aet da get abaoe adlodennañ ar bloavezhioù 1950. Ha n’eur ket prest da cheñch penn d’ar vazh : « Diskar ar c’hleuzioù hag ar girzhier a ya dre ret da heul kemmoù patrom al labour-douar, evel m’eo displeget e danevell Kuzul jeneral ar boued, al labour-douar hag ar maezioù (CGAAER), bet roet en-dro da vinistrerezh al labour-douar e miz Ebrel 2023. Stankoc’h ar produksionoù, digresket ar saverezh chatal war ar peuriñ, digresk ingal niver al labourerien-douar ya ya da heul kresk ment an atantoù o deus lakaet ar c’hleuzioù e renk ar redioù evit al labourerien-douar. » Gant kambr labour-douar Breizh e vez lâret ar memes tra : « abalamour d’an tiez-feurm o vrasaat e-touez traoù all emañ an arvar ar girzhier ».


Anat eo koulskoude e kas diskar ar c’hleuzioù d’ur c’holl bras, hini ur skoazell e-tal digresk spontus ar vev-liesseurted, ha dilerc’hioù kemmadur an hin : dourioù-beuz spontus, sec’hor bras, saotradur an dour, mareadoù hir amzer gor, gwall-reuzioù e-leizh gwashaet gant diskar girzhier ha kleuzioù. Tro m’emañ ar vro o prientiñ tun tommadur a +4°C ez eo ur redi mirout koulz girzhier ha kleuzioù, evit al labour-douar kement hag evit hollad ar gevredigezh.

E Breizh e ya kalite ar c’hleuzioù war fallaat c’hoazh

E-tal an dremmvro o paouraat kement eo bet roet lañs gant Rannvro Breizh d’ur programm adplantañ anvet « Garzhaoueg Breizh (Breizh Bocage)» e 2007. El Liger-Atlantel e kaver ar framm rannvroel «Garzhaoueg Liger hag Agro-koaderezh Liger (Bocage et agroforesterie)» roet lañs dezhañ e 2020. N’eo ket dister ar strivoù bet graet evit plantañ (tro 6 500 garzh bet plantet abaoe 2008) ha frank a-walc’h ar yalc’hadoù. Daoust da-se ez eo meneget e danevell ar CGAAER n’hell ket ar politikerezhioù foran bet lakaet e plas evit sevel kleuzioù : «M’eo bet pouezet alies-mat war ar sevel kleuzioù nevez e rankfed da gentañ gwareziñ gwelloc’h ar re a zo dija.»

Abaoe 2020 e seblant bezañ stabilaet an niver a gilometradoù kleuzioù e Rannvro Breizh. Kompezet ar c’heloù gant an Draaf (Renerezh rannvroel ar boued, al labour-douar hag ar c’hoadoù) koulskoude : ma chom stabil an niver a gilometradoù girzhier, disheñvel eo evit pezh a sell ar kleuzioù noazh, hep garzh warno, gant un digresk a 26% etre 2008 ha 2020, ha memes tra evit 10% eus al lezioù koadoù. Stabil eo neuze an niver a gilometradoù, met disteraet eo eus 4% ar c’harzhaoueg (da lâret eo girzhier, kleuzioù noazh ha lez ar c’hoadoù.

Dibosupl eo kempouezañ ur c’harzh a ra he labour

Ar gudenn a zeu eus ar fed e ra ar sifroù gant hirder ar c’hleuzioù pe girzhier nemetken. Ne zalc’hont ket kont eus efedusted gwirion ar girzhier : e stad fall emañ garzhaoueg Breizh, ne vez ket graet mat war-dro 80% eus girzhier ar vro ha war an dalaroù emaint [lennit pennadoù 1 ha 5]. Aze emañ abeg pennañ krignerezh ar c’hleuzioù, a-raok ar rezañ. Diouzh un tu all, evit ar PAC, politikerezh boutin al labour-douar, ez eo ur c’harzh nevez evel ur bantenn yaouank : gellet a ra al labourerien-douar diskar anezho kement ha ma kar, gant ma vo «kempouezet» gantañ an hevelep hirder un tamm pelloc’h.

« N’heller ket kempouezañ un hirder girzhier efedus, stank ha fetis, gant ur c’harzh yaouank savet diwar gwez daou vloaz plantet a-hed ur savadur », evel ma tispleg Julie Le Pollès, teknikourez garzhaoueg e sindikad Bae Douarnenez (Epab, 29). Ma ne reer nag evezhiañ na kempenn [lennit pennad 3], e varv meur a c’harzh bet savet evit kempouezañ : « Ma ne reer ket war-dro ur c’harzh e c’heller tizhout ur feur treuzvevañ ar plant eus 20-30 %. Padal ne c’hortozer ket ar c’halite pa ne seller nemet ouzh an hirder a gleuzioù, ur gudenn vras eo. »

Torret an dremmwel e Kreiz-Breizh

E 2022 e Speied (29), e kalon un takad lec’h m’eo stank ar girzhier, ez eus bet freuzet pevar c’hilometrad girzhier ha kleuzioù, ha «kempouezet» int bet. Un darvoud en deus savet kalon darn eus tud Kreiz-Breizh, aet d’en am aozañ ha da sevel kenstrolloù anvet « Kleuzioù » just a-walc’h, evit difenn al lodenn-mañ eus glad en endro.

Kizidik eo an afer el lodenn-mañ eus ar vro lec’h ma chom a-sav un niver bras eus an atantoù produiñ laezh, ha pa vezont gwerzhet evit kreskiñ an atantoù nesañ, gant an diouer a dud yaouank a fell dezho adkemer atantoù bihan. « D’an daoulamm emañ ar filierenn a-bezh war adframmañ, dreist-holl abalamour m’eo hentet muioc’h-mui gant renerien industriezh al laezh, evel ar strolladoù bras evel Lactalis, pe ar c’hevelourioù evel Agrial…, a zispleg deomp Thibaut Preux, kelenner skol-veur. Moarvat eo an adframmañ-se en do ar brasañ levezon war an dremmvro, ha dreist-holl war ar fed e vo miret an dibarderioù evel girzhier ha kleuzioù, ar pradennoù-pad, hag erfin kalite an dour. »

Bras a-walc’h eo an dizingalderioù etre tiriadoù Breizh. En takadoù ar vro lec’h ma oa bet eeunaet ar c’harzhaoueg abaoe ar bloavezhioù 70 ne cheñch ket re an traoù. E plasoù zo zoken e c’heller merzhout an hed kleuzioù bet gounezet a-drugarez d’ar gevredigezh Breizh Bocage : war diazad doureier Douarnenez, lakaet e rumm «diazad bezhin glas (glandour)», e vefe bet gounezet tro 60 kilometrad girzhier, hervez an istimadur bet kaset deomp gant an deknikourez Julie Le Pollès.
N’eo ket tre an hevelep lañs tro kreiz ar vro : eus Menez Are d’ar C’hreiz-Breizh, en ur dremen dre Greiz Treger, lec’h m’eo stank c’hoazh gwiad ar girzhier war ar c’hleuzioù, n’eus douetañs ebet e ya kalite ar c’harzhaoueg war an diskar abaoe nebeut amzer.

159 kmad kirzhier distrujet e Bro-Dreger

Start eo neuze gouzout resis peseurt hirder girzhier ha kleuzioù zo aet da get war dachenn Vreizh a-bezh. Kevredigezhioù zo, evel Dour ha Stêrioù Breizh, hag al lec’hienn Gedourez an Natur (Sentinelle de la Nature), a boagn evit renabliñ ar re a anavezont hep dont a-benn da dapout anezho holl. Boulc’het eo bet al labour en Treger gant Splann !, dre ul labour war barrezioù ar SAGE Bae Lannuon, gant un teul a sav strategiezh lec’hel merañ an dour, ha sklaer eo an disoc’h : 157,4 km hirder a girzhier ha kleuzioù bet diskaret etre 2003 ha 2023.

2015 : ur bloavezh spontus evit girzhier ha kleuzioù

An diskar en e varr : spontus eo bet mare ar bloavezhioù 2014-2016, dres a-raok ma vefe lakaet e pleustr ar PBLD (PAC, Politique Agricole Commune). Aze e oa lakaet ar girzhier ha kleuzioù da «gorreadoù nann labour-douar (SNA)», a veze tennet diouzh peurrest ar «gorreadoù labour-douar». C’hoarvezet eo pezh a oa da c’hortoz : meur a labourer-douar a oa nec’het e vefe bet tennet diganto ar skoazelloù war an tachennoù ne oant ket jedet evel takadoù labouret. Padal e c’haller degemer yalc’hadoù evit ar c’hleuzioù. Ne vern, hadet ar reuz, ha gant aon ma vefe bet sanktuarizet o c’hleuzioù, ha difennet ober seurt ganto, eo bet kavet gwelloc’h gant un toullad mat a labourerien-douar diskar anezho a-raok ma vefent renablet war ar c’hartennoù. Ar PBLD (PAC) nevez-se a oa e bal gwareziñ anezho en deus degaset ur gwall zistruj a-benn ar fin.

Neuze, pet kilometrad girzhier ha kleuzioù bet diskaret e-doug ar prantad-se ? Start eo da lâret, dre ma ’z int bet diverket diouzh ar c’hartennoù : « Izpriziet eo bet eus 30% d’an nebeutañ hollad hirder ar c’hleuzioù», hervez kevredigezh harpañ ar girzhier Afac-Agroforesterie en un danevell gouestlet d’an diviz-se bet tapet gant ar PBLD evit «gwareziñ girzhier ha kleuzioù ». « Ma n’o defe ket bet difennet diskar ar c’hleuzioù ne vefe ket bet diskaret an hanter eus pezh zo bet graet », a zispleg ul labourer-douar e tezenn Léo Mangin.

«Ne ouezomp ket pet kirzhier zo bet distrujet»

Hiriv an deiz e vez teknikourien o labourat evit ar c’humuniezhioù lec’hel pe sindikadoù an diazadoù doureier oc’h heuliañ pezh a c’hoarvez gant ar c’hleuzioù. Hervez ar gefridi fiziet enno ez int karget da zispakañ pezh a vez plantet gant Breizh Bocage, met ivez reiñ kuzulioù d’al labourerien-douar a fellfe dezho «diblasañ» ur c’hleuz (ret eo kompren : « distruj » ha «kempouezañ»), ha da evezhiañ emdroadur ar gwiad kleuzioù war hollad an tiriad dindan o c’harg. Met start a-walc’h an traoù evito : tost dibosupl eo kaout sifroù a c’heller fiziañ enno, ha lakaet diouzh an deiz.

Diglok eo ar roadennoù kartennoù, daoust m’eo aet war-raok al labour, ha fazioù a chom warno; abalamour m’eo bet lakaet «labourerien klikoù» estren vro da labourat evit servijoù ar Stad evit anavezout ar girzhier war ar fotoioù dre nij. An RDTM a c’hell teurel ur sell hollek war an teuliadoù diskar kleuzioù bet diskleriet, met alies-kaer n’hell ket an deknikourien lec’hel mont war ar plas. « Ne ouzer ket pet kilometrad zo bet diskaret, a glemm Gwenaëlle*, un deknikourez garzhaoueg. Bep taol e c’houlennomp digant an RDTM perak n’eo ket bet niverelaet ar c’hleuzioù diskaret hag anavezet ganto, met ne gomprenomp ket penaos e reont war-dro an afer-se.»


D’an deknikourien d’en em zifretañ en o-unan evit klask tapout ar roadennoù diwar-benn emdroadur ar gwiad girzhier ha kleuzioù war o ziriad, da gas da benn o labour kartennaouiñ, un diverr-amzer spontus eo. « N’omp ket sikouret gant an RDTM, ha c’hoazh ne lâromp ket an hanter», eme Erwan*, teknikour war ar c’harzhaoueg en ur strollegezh. Deut eo a-benn da gaout, « dre hentoù kuzh », ur strobad kartennoù e dalc’h servijoù ar Stad. « Harzet omp gant an RDTM evit ma ne rofemp ket an titouroù-se d’an dud a labour war an dachenn », emezañ c’hoazh. En ur gemer skouer war he ziriad, lec’h m’eo bet asantet gant an RDTM reiñ niver an teuliadoù a heuliont, met hep reiñ lec’hioù resis ar c’hilometradoù kleuzioù e kaoz, ec’h ouzhpenn Julie Le Pollès, un deknisianez garzhaoueg : « Diaesaat a ra hol labour heuliañ gwiad ar c’hleuzioù. Kavout a ra dimp ez eus bet kollet war-dro 14 km girzhier ha kleuzioù [abaoe 2013, ndlr]. Gouzout a reomp ez eus bet kempouezet 1,7 km, met ne ouzomp seurt evit ar peurrest.» Hini ebet eus an RDTM war pemp departamant he deus respontet d’hon c’houlennoù.

« Darn vras an diskar kleuzioù n’int ket diskleriet »

« Hep ur renabl a-zeiz-da-zeiz ez eo start lâret ez eo stabilaet ar c’harzhaoueg, etre pezh zo distrujet ha pezh a saver a-nevez, a zispleg Ronan*, un teknisian garzhaoueg. Ken buan all ez eus bet diskaret an henter muioc’h eget pezh a vez lavaret, ha ne ouzomp ket ! » Ha diaesoc’h c’hoazh heuliañ stad ar c’hleuzioù pa vezont diskaret hep tamm diskleriadur. War diazad doureier ar Stêr Aon, da skouer, ur renabl bet graet gant un naturalour evit ar gevredigezh Breizh Vev a ziskouez en tu all da 55 kmad kleuzioù bet diskaret war 6 kumun hepken, eus Sant Riwal da Skrigneg, etre 2005 ha 2022. Diouzh ar pezh a ouezomp, n’eus ket bet plantet girzhier all evit ar re zo bet distrujet.

Padal ez eus bet plantet un tregont kilometrad bennak a girzhier en dek vloaz tremenet gant sindikad an diazad doureier, war un dachenn a c’holo 49 kumun. Kalz nebeutoc’h eget an distruj bet renablet war ul lodennig hepken eus an tiriad-se. «Ne vez ket diskleriet pezh a vez diskaret, ne vez gwelet gant den ebet, ha d’am soñj eo pezh a c’hoarvez evit darn vras ar c’hleuzioù diskaret. Dianav e chom d’an holl », eme c’hoazh an teknikour war ar c’harzhaoueg, hag a soñj dija e yelo un toullad mat a labourerien-douar all war o leve, kresket e vo c’hoazh an atantoù, ha kresket c’hoazh niver ar c’hleuzioù diskaret.

« Re ziwezhat eo, ne zeuimp ket war hon c’hiz en-dro, eme trumm Maurice, labourer-douar war e leve e Bro-Goëlo. Ha dre ma kaver nebeutoc’h-nebeutañ a labourerien-douar, ha gwashoc’h vo c’hoazh en dazont, e vo strollet atantoù all c’hoazh, diskaret ‘vo kleuzioù ha girzhier dre ret. Arabat en em douellañ. »

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →