Klañv, nammet, diskaret o buhez, gouzañverezed an ensteudoù (implants e galleg) Essure a gas o enklaskoù da benn evit kaout respontoù. E Breizh ez eo aet div vaouez betek hejañ ar pennadurezhioù yec’hed.
Isabelle Ellis zo 54 bloaz, emañ o chom e Sant Brieg. Klañvdiourez e oa, ha bremañ ez eo yac’hadourez evit ar vugale. Pa oa o klask un hilastalierezh da viken (koñtrasepsion) e oa bet lakaet un Essure da Isabelle d’an 21 a viz Eost 2008, daou ensteudad bihan meskaj metaloù silet e korzennoù an uterus.
Dindan un nebeut mizioù e krog Isabelle da gaout bec’h gant he skevent. A-greiz-holl ez a he yec’hed war fallaat : droug-skevent, diaezamantoù anaoudel, koll nerzh muioc’h muiañ a rae, betek kouezhañ, kaout poan kigennoù, pere a redi anezhi da vont gant ur gador-ruilh..
Sur eo Isabelle, « Essure en deus kemeret 10 vloaz eus ma buhez diganin, euzus e oa. Santout a raen e oa erru ganin korf ur plac’h kozh gant kaout poan e pep lec’h ha n’hellen sevel na bale. Ma gwaz an hini a gase ac’hanon d’ar privezioù », a gont deomp, eus he c’habined yac’hadourez e Langheu. Ur prantad gouzañv kriz a zo aet war washaat pa oa o kantren da gaout un deznaou mezegel.
Ur prantad gouzañv eus ar re gwashañ, ha gwashoc’h c’hoazh pa veze o kantren da gaout pare. Rak d’ar c’houlz ne gompren ket eus pelec’h e teu ar poanioù-se. En desped d’un hollad amprouennoù mezegel, ne oa bet kavet tamm displegadenn ebet. Ne oa ket diskredik da geñver an ensteud d’ar poent-se.
« Tamm-ha-tamm en em santen o vont. Oc’h en em lazhañ e oa ma c’horf ha kroget e oan da ober ar peadra betegoût ne zihunfen ken an deiz war-lerc’h. »
Ouzhpenn 30.000 maouez o ‘deus lemet kuit Essure
Lakaet e oa diaes war gement tachenn eus he buhez ha dre zegouezh e kav Isabelle Ellis war ar genrouedad testeni maouezed-all gant ar memes ensteudoù Essure. Anavezout a ra aze ar pezh ‘vez kontet gante. Goude bezañ graet enklaskoù eus he zu hag a-enep da alioù mezeien ‘zo e c’houlenn neuze ma vo tennet an ensteud kuit en 2016.
Pa ne oa ket bet savet an ensteud evit bezañ lemet kuit e tleer tennañ korzenn an uterus pe an uterus a-bezh zoken. Kazi diouzhtu e voe efed eme Isabelle. « Tennañ a rae d’ur burzhud », a gont-hi. « Dindan un nebeut mizioù e c’hellen kerzhet en-dro, aet e oa ar boan diwar wel ».
Goude prantad ar pareañ e teu hini ar stourm. Isabelle he deus lakaet da bal dezhi hec’h unan kas da benn ar stourm gant ar merc’hed-all. Dont ‘ra da vezañ emskiant eo bras bras an afer : ouzhpenn 200.000 maouez e Frañs a vez gant an ensteudoù Essure ha n’eus bet den o lavarout dezho e vefe ur riskl bennak gant an ensteudad.
Lod, e-giz Isabelle, o deus bevet ur verzherinti. Nathalie, 44 bloaz, o chom e Marcillë (35), he deus gwelet he c’horf o koshaat primoc’h primañ dindan un nebeut mizioù, gant poan-benn, gwadliñv kreñv ha skuizhder ingal da virout outi ober war dro bugale vihan. (adkavit testeni ar maouezed-mañ en hon podkast ).
Gouzañvet o doa feulsterioù benel war meur a live, lod ‘zo en em rentet kont e oa erru o ensteud en uterus, pe c’hoazh toullet ar c’horzennoù anezhañ. Evit adkavout ur seblant buhez « normal » ez eus bet tennet o mammog da dost da 30.000 maouez betek-hen e Frañs.
Tennañ an ensteud n’eo ket fin ar verzherinti dre ret. Hep teknik tennañ ha keitaat da gentañ, ez eo bet spontus « an distruj », eme kevredigezhioù gouzañvadezed. Surjianed ‘zo o defe aesaeet tennañ an ensteud o sachañ warnañ ha torret hennezh alese. Lod-all a operatae hep gwiriekaat e pelec’h e oa erru an ensteudad.
Darn vrasañ ar maouezed o deus gwelet o yec’hed o wellaat goude ma oa bet tennet an ensteudad. Met betek-hen n’eus enklaskerezh ebet a ziskouez al liamm etre an ensteudoù hag azonoù , ar pezh a vir outo da gaout al lezioù-barn ha goulenn justis. Kondamnet eo bet Bayer ur wech nemetken e Bro-Spagn. E Stadoù-Unanet ‘neus kavet gwelloc’h an embregerezh paeañ miliadoù a dolar a-benn ma ne vefe ket eus ar proses kaset da benn gant 39.000 plac’h. E Bro Frañs ‘neus klasket sevel ur c’hlemm hollek ar gevredigezh Resist. Kollet ‘zo bet ganto e miz mae 2022.
« Tchernobyl zo e-barzh ho kof »
Anat eo evit Isabelle ez eo ret lakaat al liamm-se war wel. Savet he deus he c’hevredigezh brezhon dezhi, Alerte Contraception, en 2018. Plac’h Sant Brieg a wel neuze e-pad meur a vloavezh penaos e vez lañset, goustadik goustadik, mekanik ar Stad tal-ouzh-tal d’ar c’hemennoù diwall niverusoc’h niverusañ. Ur bodad heuliañ a oa bet savet en 2017 (Lennit « Un dezrevell tasmant gant an ANSM a lak douetañs war surentez an ensteud » ha « Diwallerezh a-dreuz ar pennadurezhioù yec’hedel »), unan all en 2020, hag a-benn ar fin ez eo un enklask broadel a dlefe kregiñ a-raok fin ar bloaz 2022, da larêt eo 20 vloaz goude ma oa bet lakaet an ensteud war ar marc’had.
E-keit-se e tibab Isabelle hag he c’hevredigezh kenderc’hel gant klask pistriusded an ensteud, hag an efedoù a c’hellfe kaout ar metaloù pounner war korf ar maouezed. Ober a ra anaouedegezh Isabelle gant Sidonie Révillon, enklaskerez e Brest, geokimiourez, arbennik war an heuliañ izotopek (teknik a ro tro da dermeniñ orin an danvezioù), enklaskerez stag d’al laborva Geo-ocean (Sko-veur Brest, CNRS, Ifremer) ha d’an IUEM (Institut Universitaire Européen de la Mer) ha hi e penn an embregerezh Sedisor ivez.
Emañ o vont da ober an dielfennadennoù kentañ a-youll vat war hec’h intrudu dezhi hec’h unan, adalek 2018, adalek korzennoù ur vaouez a oa bet mat dezhi reiñ anezho d’un doare kuzhut. Ar pal : termeniñ « ADN » ar metaloù ac’h a da sevel an ensteud ha gouzout daout ha strewet int er c’horf.
An div vreizhadez a deu a-benn da ziskouez o amprouennoù savet diwar danvez korfoù a-stok d’an ensteudoù Essure d’un toksikologour a lavar dezho kerkent : «Tchernobyl zo e-barzh ho kof ». « Klañv e oa ar maouezed-mañ », a zispleg an enklaskerez. « Goude ma oa bet tennet an ensteud e oa aet o stad war wellaat evito holl, kiriegezh an ensteudad n’hell ket bezañ sklaeroc’h », emezi c’hoazh.
An disoc’hoù-se a a lak da zont war ar spered ez eus ul liamm etre strewadur ar metaloù e korf ar merc’hed hag o azonoù (symptômes e galleg), kinniget d’an ANSM (Ajañs broadel surentez al louzeier ha produioù ar yec’hed) evit ar wech kentañ e miz Genver, ha diwezhatoc’h e miz Here 2019. « Ne oant ket en gortoz tamm ebet, an emvod kentañ a oa bet dre guzh koulz lâret… Deuet e oamp tre dre un nor en a-dreñv, hep roud ebet eus hon gweladenn er marilh… », he deus soñj Isabelle. Gant Sidonie, e c’houlenno e vo lañset un enklask broadel o vont donoc’h el labour bet boulc’het ganto. Gonnezet o deus, mat eo d’ar vinistrerezh a lâr hiziv an deiz e ‘oa un emgav boutin homañ.
Disemglev etre ministrerezh ar Yec’hed hag an ANSM
Met, un nebeut mizioù diwezhatoc’h, pa resev Isabelle ha Sidonie ar protokol bet savet gant ar ginekologour Lyon Gauthier Chêne, fiziet ennañ gant Ministrerezh ar Yec’hed, ez int sabatuet. Ar vrestadez ‘zo bet lakaet a-gostez eus an enklask, ar studiadenn a lak ouzhpenn meur a c’hinekologour brudet evit bezañ a-du gant Essure (sellout ouzh « Ar c’hinekologourien etre daouarn Bayer ») pere a vez an dud tapet gant Essure o tec’hout kousto pe gousto. Menneg ebet koulz lâret eus ar metaloù pounner. « Bountet o deus ac’hanomp er-maez ar studiadenn penn-da-benn, a gont Sidonie. Betek ar c’hevredigezhioù gouzañvezerezed a zo bet lezet er-maez eus ar protokol. » Aet e oa Splann ! en darempred gant Gauthier Chêne ha hennezh n’eus ket fellet dezhañ respont d’hon c’houlennoù.
Disoc’h : un enklask ne zere ket d’ar maouezed tizhet gant-se, rak padout a rafe 15 vloaz ! Keidenn an oadoù evit ar maouezed gant un ensteudad a vez peurliesañ dreist da 55 bloaz hirie an deiz, ar re wazh a c’hellfe neuze kaout anaoudegezh o nammoù ez-ofisiel (ha kaout un digoll memes) pa vint ouzhpenn 70 vloaz ! « Piv a c’hell krediñ ez eo a-benn 15 bloaz, pa deuio er-maez disoc’hoù ar studiadenn-se, e talvezo ar boan c’hoazh? », eme prezidantez ar gevredigezh vreton gant fulor. « N’eo ket a-benn 15 bloaz amañ e vo ret kinnig un dra bennak, bremañ an hini eo ! ».
Erru fulor enne, ar c’hevredigezhioù Alerte Contraception ha Victimes DMI a gas ul lizher da vministrerezh ar Yec’hed, d’ar 15 a viz C’hwevrer 2022, alese e oa bet un emvod gante evit « eskemm war ar poentoù disemglev ».
E-keit-se, a-drugarez da anaoudegezhioù e bed ar vedisinerezh e kas Isabell ivez ur gemennadenn brevez da gChristelle Ratignier ivez, renerez an ANSM, honnezh a ginnig dezhi un emvod kuzhut, en eil gant eben. Stadañ ‘ra Isabelle e anavez nebeut ar renerez war an doser, met kadarnaat a ra eo aet a-du gant he ali o lavaret n’eo ket kempoell ar studiadenn kinniget gant ar vinistrerezh. N’he ‘deus ket respontet da Splann ! Christelle Ratignier.
E Pariz, d’an 20 a viz Mae 2022, pa oa Sidonie hag Isabelle war-nes kinnig o arguzennoù dirak dileuridigezh ar vinistrerezh e tegouezh Christelle Ratignier en emvod a gont Isabell deomp. « Sklaer e ooa n’he doa ket prevenet e teufe emezi. Souezus-tre e oa, ken o doa bet ezhomm 10 munutenn distan ar berzhidi a-raok kregiñ gant an emvod da c’houde. » Prezidantez Alerte Contraception a grog gant ober an dro d’an daol a-benn gwelet pegen desket e oant war an danvez, « ha ne anavezent ket kalz traoù… », emezi dipitet.
Sidonie a ginnig un astenn d’an enklask metaloù pounner, diazezet war disoc’hoù kentañ bet diwar he dielfennadennoù. « Hep kemer lec’h ar studiadennoù klinikel ken nebeut », an enklaskerez a soñj dezhi eo holl bouezus an enklaskoù war ar metaloù evit dont a-benn da adkavout ar c’hudennoù liammet gant an ensteud. « Christelle Ratignier a oa bet entanet kerkent gant ar raktres, biologourez eo hi ivez ! », eme Isabelle. « Goulennet he doa e vefe daleet an enklask broadel kuit da arc’hantaouiñ un dra ha tremen hebiou ar pep retañ. An dud-all a oa o kemer perzh en emvod ne felle ket dezho kement, met rediet int bet da asantiñ. »
Studiadenn Sidonie Révillon, diouzh he zu a dlee bezañ kaset da benn er mizioù da zont, gant un astenn d’an enklask broadel cheñchet e hent dezhañ. An ANSM en deus ansavet aotren ur yalc’had evit se, ur wech kadarnaet ar protokol kinniget gant ar vrestadez hag ur skipailh enklaskerien. « N’on ken nemet un dreuzell en enklask », eme Sidonie Révillon, « anavezout ‘ran an ostilhoù, an hentennoù, met ret eo bodañ ur skipailh tro-dro ar c’hudennadurioù-se leviet gant arbennigourien war yec’hed an dud, ar pezh am boa spi da gavout en ur genlabourat gant tud Lyon ».
P’emaomp o skrivañ ar pennad-mañ, eo bet desket ganeomp e ‘vo kroget an enklask broadel e penn kentañ 2023, hervez an DGS. Hag evit poen n’he deus ket roet aotre ar vinistrerezh da ginnigoù enklaskerez Brest. An div vretonez a chom gwall aketus : ne lezint ket an traoù da dremen e-giz-se.
« Kemeret e vezont evit merc’hed histerek »
Kantreadenn hir gouzañvadezed Essure he deus da bennabeg ne vez ket selaouet a-walc’h gant ar c’hinekologiezh gall, a zo chomet bouzar d’o gloazioù.
En desped d’an efedoù a-eil niverus, nammus evit lod anezho a-wechoù (selaou hon podkast), e teus talet gouzañvadezed Essure ouzh diseblant, pe c’hoazh dispriz, eus perzh ar c’hinekologourien.
E-giz Sophie Meledo eus Penn-Ar-Bed. Goude 10 bloaz gouzañv he deus graet al liamm gant an ensteudoù Essure en 2020, met « ne vez ket sellet ouzh se d’un doare sirius » gant he c’hinekologourez. « Lâret he deus din : “forzh penaos, penaos e c’hellit prouiñ ez eo liammet ar c’hudennoù deskrivet din ganeoc’h gant an ensteudad Essure ? M’ho peus c’hoant e tennfen anezho deoc’h e rin, met un operatadenn koñfort an hini eo. ” »
Un diouer a eskemmoù a vez diskuilhet muioc’h mui gant ar c’hevredigezhioù, evel ma oa bet gwelet gant an tabut tro-dro d’ar feulsterioù ginekologel. N’eo ket souezhus eta e vez niverus ar maouezed o tisplegañ n’o deus ket bet da zibab o doare hilastaliañ peurbad. « Dleet o defe ar merc’hed gallout ober un dibab, kaout ur gwir diviz etre ar mezeg hag ar prederiad. An dro-spered dreist-mougus-se ‘zo da labourat warni », a zielfenn an doktor Sylvain Bouquet.
An efed placebo
Ginekologourien ‘zo a ra al liamm etre orin ar poanioù hag ehan ar bilulenn : o foanioù benevel a vefe liammet gant koshadur an uterus (adenomioz pe endometrioz e diabarzh an uterus), kavet ingal gant merc’hed ouzhpenn 40 vloaz. « En em adkavout a reont gant azonoù a glot gant ar pezh a vez gant an holl. E penn un toullad maouezed eo erruet ar soñj eo liammet gant an ensteud Essure », eme ar c’helenner Hervé Fernandez, ginekologour hag ezel eus ar bodad Essur e Skolaj ar c’hinekologourien-amiegezour e Frañs (CNGOF).
An azonoù, mizioù poanius, ne zisplegont ket koulskoude an hollad efedoù a-eil a gont gouzañvadezed an ensteudoù. Ul lodenn eus an dud a-vicher a gendalc’h da zifenn an ensteudoù Essure memestra. Ha kaout douetañs en testeni an dud wazh, e-giz an doktor Lopes a gav dezhañ eo bet levezonet un toullad bras ar c’hlañvourezed gant ar « c’hazetennoù ». Ha santet o defe ur wellaenn goude ma oa bet tennet an ensteudad evit « doareoù bred-emzalc’h anat : pa vez ur vaouez o lakaat azonoù disheñvel war goust ur sistem bennak, ma tennit dezhi ar sistem, e c’hellit kaout ar pezh ‘vez graet diontañ an efed placebo, da lâret eo en deus bet e beadra ar bred hag e c’hell neuze mont an azon diwar wel. »
Maouezed prest da c’houzañv un histerektomiezh (dilemel an uterus) evit poanioù a-eil a-benn ar fin, pe bredel memes ? « Un dispriz boutin a-walc’h a-benn ar fin », ac’h anzav ar c’hinekologourez Thelma Linet, bet o labourat en Naoned e-pad pell : « Kustum ‘vezer n’eus forzh penaos : ar maouezed ‘zo foll, en o fenn emañ-se, n’eus ket eus se. Un dra klasel eo e bed ar gineko, kemeret e vezont evit merc’hed histerek da gentañ tout. ». Peadra da lakaat degadoù a viliadoù a c’houzañvadezed o deus dleet gouzañv seurt operatadenn da fuloriñ.
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
Darempred →