Cooperl : enklask war un embregerezh pemoc'h ramzel
Ivan Logvenoff, Kristen Falch'on - 11/21/2023Digoradur
Boest du
E-doug an enklask-mañ hon eus bet tro da gas un tregont bennak a bennadoù-kaoz, ur pemzek bennak diouto gant desaverien moc’h, pe gant tud bet oc’h
Ober ar vicher, izili ar C’hooperl evit lod outo. Etre miz Ebrel ha miz Du 2023 eo bet kaset ar pennadoù-kaoz-se da benn, pe dre bellgomz, pe en atantoù. Meur a wech eo aet aozerien ar pennad-mañ da Lambaol hag en trowardroioù evit gellet kas ar pennadoù-kaoz en-dro.
Diwar an 20 desaver moc’h bet tizhet eo bet asantet gant 14 outo respont deomp, met dindan guzh bepred, war-bouez ur saver moc’h hag ur merour eus ar C’hooperl.
Gellet hon eus bet kaozeal ivez gant pemp den, micherourien pe bet micherourien e labouradeg Lambaol hag e lec’hioù all perc’hennet gant ar C’hooperl. M’eo bet asantet gant lod eus ar sindikalourien toullañ kaozganeomp ez eo gant ma c’hellent chom dindan guzh, re all o doa nac’het diganeomp gellet komz diwar-benn an doareoù labour en o labouradeg. Un diouer a sklaerder a ziskouez splann pelec’h eo erru an divizoù sokial e diabarzh an embregerezh..
Evit gellet kaout resisadurioù diwar-benn an elfennoù bet diskoachet ganeomp e-doug hon enklask hon eus bet goulennet kaout tro da gomz gant meur a hini, merourien ar C’hooperl, prezidant kozh ar gevelouri, hag ar renerezh. N’eus ket fellet da rener ar gevelouri, Emmanuel Commault, eskemm ganeomp dre bellgomz. P’eo bet pedet dre vail renerezh ar c’hehentiñ he deus kaset ac’hanomp war-zu he danevell vloaziek RSE, hep reiñ tamm resisadur war hon goulennoù difer.
Dont a ra sifroù disoc’hoù ar c’hevredadoù diwar meur a gont sokial ha diwar gontoù startaet ar gevelouri hon oa bet dindan stumm ur Pdf evit ar bloavezhioù 2020 da 2023. Kartenn an is-gevredadoù zo bet renablet diwar an elfennoù bet daspugnet e diabarzh ar c’hontoù-se, ha dre-se n’heller ket lakaat war-wel ar prenadennoù zo bet kaset da benn nevez zo. Ez-ofisiel ec’h embann ar gevelouri e vefe 83 is-gevredad en holl.
Diazezet eo bet sifroù l’EBE ar broduerien moc’h diwar diaz roadennoù ar Memento a vez embannet bep bloaz gant Ministrerezh al Labour-douar, diwar gontoù al labourerien-douar o-unan.
Deuet eo an holl roadennoù diwar-benn ar prenañ atantoù zo bet tennet diwar un dielfennadur eus ar c’hontoù-se, ha diwar an teuliadoù melestradurel a c’heller kaout diwar-benn an atantoù-se…
Pellgargit amañ ar goulennoù bet kaset d'ar C'hooperl
Mont pelloc'h
-
Antoine Chao war roudoù Splann ! e Landunvez
Piv eo ar stourmerien 'zo deuet a-benn ma vefe digoret un enklask gant ar justis war disaverezh moc'h Avel-Vor, e Landunvez (29) ?
-
450 den a-enep d’an atantoù desevel moc’h braz divent ‘zo bet o vanifestiñ e Landunvez goude ma’z eo bet embannet hon enklask
Reuz 'zo war aodoù Bro-Leon tro-dro d'an atant desevel moc'h Avel vor. Philippe Bizien, prezidant komite rannvroel ar moc'h, an hini eo perc'henn an ti-feurm. 450 den a-enep d'ar raktres brasaat an atant 'zo bet o vanifestiñ e Landunvez d'ar Sadorn 27 a viz Eost, hervez ar prefeti.
-
Enklask nevez : Savenn porc’hell braz divent e Landunvez : disoc’h direizh an enklask foran
Sed aze an enklask nevez produet hag embannet gant Splann !, bet skrivet gant Ines Leraud ha Kristen Falc’hon. Pep tra ‘zo da lenn digoust war lec’hienn splann.org e brezhoneg koulz hag e galleg, ha war ar mediaoù al labour ganimp.
-
« Un torfed eo ! » : Ibilioù rod karr-tan Fabice Hamon, sacher evezh e Landunvez, a zo bet divountet
Sachañ a ra evezh Fabrice Hamon war saotradur labour-douar e Landunvez (29). D'ar Yaou 4 a viz Mae 'neus dizoloet e oa bet divountet ibilioù houarn rod e oto.
-
Ur metanizer kudennek sañset da vezañ reizhet gant an hini a c’hallfe ’bout penn-kaoz ar c’hudennoù
Unan eus metanizerien savet gant Evalor en Aodoù-an-Arvor n'eo ket bet graet hervez ar reolennoù... Labourioù a zo ret ober war ar savadur evit ma vo hervez lezenn. Ar pezh a zo eo Evalor ar stal a zo bet fiziet enni ar garg da briziañ al labourioù dresañ zo bet kaset ! Biskoazh kemend all... En daou du emañ Evalor neuze !
-
Aotreet eo bet atant moc’h braz divent Landunvez gant ar prefed
Kendalc'het 'vez gant Inès Léraud ha Kristen Falc'hon da enklaskiñ war afer Landunvez (29), ha traoù 'zo da lâret c'hoazh !
-
Enklask nevez : e Plouvorn, 80.000 pemoc’h, ammoniak ha nitratoù
E Plouvorn, 2.900 a annezidi, ez eus tost da 80.000 porc’hell a-dreñv mogerioù teñval ar 17 atant desevel ezdouar. 25 gwech muioc’h a voc’h eget a annezidi.
-
An notenn o tiskuliañ penaos e vez taget kelaouennerien Vreizh gant an agrobusiness
Un notenn diabarzh sinet gant « Les Z'Homnivores », kevredigezh greantourien ar c'hig, a ro eus ar c'hazetenner Nicolas Legendre ur skeudenn stourmer « ar wirionez nevez ».
Petra eo hon youl ?.
Falloc’h-fallañ ar jeu gant an endro er bed. Hag e soñj deomp eo ar c’hazetenniñ un ostilh da cheñch an traoù. Da dud ar vro da implij an titouroù embannet ganeomp a-benn bountañ war dilennidi ha kannaded
Arc’hantaouiñPaeet eo bet al labour-mañ 100 % gant tud voutin, dre chekenn pe dre al lec’hien Donorbox. Enklaskoù nevez ‘vo tu lañsan gant ar pezh ‘vo roet ganeoc’h. Tu zo tennañ 66 % eus an arc’hant roet diwar an talioù. Evit un donezon 100 € e vo paeet e gwirionez 34 € hepken ganeoc’h.
Ganeomp ne vo ket degemeret muioc’h a 10 % eus hon arc’hant digant ar memes kevredigezh pe aozadur : sed aze un doare da chom dieub ar muiañ posupl. Yalc’hadoù ivez na vezont ket digemeret ganeomp.
- Enklask kaset da benn gant ar gazetennerien :
-
Kristen Falc'hon
Ivan Logvenoff
- skoazellet gant :
-
Faustine Sternberg
Sylvain Ernault
- Mersi bras da :
-
Sten Charbonneaux evit bezañ bet troet an enklask e brezhoneg ha da Virginie Marquet, alvokadez, evit bezañ adlennet an enklask.
Koumanantit d'hon c'heleier
Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo !
En ur lakaat ma anv evit lizher-kelaouiñ Splann ! e asant din e vo implijet ar roadennoù personel am eus pourchaset (chomlec'h postel) da-ge