Prometiñ, touiñ, ha saludiñ : feultster gwerzh an douaroù

09/12/2023
Julie Lallouet Geffroy
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 15 mn lenn

An douaroù mat da labourat n’haller ket kaout ouzhpenn ma n’eus dioute. A-benn kaout an tachennoù a vez c’hoant da gaout e vez ret ober e doull e-touez ar re-all. Pellgomzadennoù ingal, gourdrouzioù, ober aon, dispriziañ, abafaat, pep tra zo aotreet evit lakaat a-gostez unan-all zo war ar renk. Met ret eo chom didrouz kuit da servijoù ar Stad dont da ober war-dro…

  • Niverus eo an dud bet test d’ar gourdrouzioù, d’ar gwask lakaet warno ha d’an abafamant graet dezho pa oant o vont d’en em staliañ ;
  • Servijoù ar Stad ne reont nemet gortoz war-lerc’h an amezeien a-raok mont da gontrolliñ ;
  • Ar Stad n’hall emellout nemet evit un doser diwar pevar ;
  • Hervez an enklasker Ali Romdhani, ez eo boutin ober aon ha diouzh ar sistem ez eo e bed al labour-douar.

« Lâret e vije bet un taol-trap. » An deiz-se ne oa ket Valérie* o paborat. C’hoant he deus d’en em staliañ gant loened hag emgav he doa gant ur perc’henn a fellfe dezhi prenañ douar digantañ. Estonet e voe : daou labourer-douar-all a oa eno ivez. C’hoant o deus da gaout an douaroù se ivez. Ha pa oa Valérie war ar renk evit 30 hektar e c’helle se lakaat ar plañioù graet ganto da vont a-dreuz. Evit-se e oant amañ. « Lavaret o doa din e oa ret din tennañ ar goulenn aotren labourat, a-hend-all e rafent brud fall din. » Ha ne ouie ket petra oa da zont war-lerc’h c’hoazh.

Tri bloaz a-raok e oa birvilh enni. Goude bezañ bet o labourat evit ar velestradurezh e oa krog hi, merc’h d’ul labourer-douar, gant ur vuhez vicherel-all ha mont da sevel saout-laezh.

Gouzout a oar e vez ret a-raok en em staliañ mont da welet ar berc’heien douaroù da werzhañ. Ha se emañ oc’h ober. Mont a ra da welet unan, kontañ dezhañ petra emañ e soñj ober. A-drugarez d’an 30 hektar-se an hini e c’hello en em staliañ, kaout laezh da werzhañ gant 30 buoc’h-laezh ha gwerzhañ da veur a hini. Ur soñj klasel a-walc’h, a glot gant stumm labour-douar ar vro. N’eo ket ken sur ha se marteze « Pa vez re vihan ar pezh a soñjer ober e soñj d’ar re gozh n’eo ket gwir labour-douar. » Met tremen a ra mat an traoù, ar perc’henn, a yelo prestik war e leve a lavar dezhi eo mat. Gant se zo un emglev evit Valérie ha mont a ra ganti.

En ur ober ur bloaz ez a d’ul lise labour-douar, tapout a ra an diplom, ober a ra ar staj ret dezhi ober, paeañ a ra ur studiadenn a-benn gouzout pegen padus eo ekonomiezh he raktres. Heuliañ a ra Valérie kement pazenn da ober diouzh ar pezh a lavar ar Gambr labour-douar. Ur wech prest pep tra, e 2022 e c’halv an danvez desaverez ar perc’henn. Met a-benn neuze en deus cheñchet e soñj ha choazet daou saver saout-laezh-all da adkemer an douaroù war-e-lerc’h.

« Touellet on bet e-pad ur bloaz » Pa ne oa ket bet dalc’het kont eus an emlev dre gomz e ra e soñj Valérie ha mont a ra gant an doare ofisiel da ober. Sevel a ra ur goulenn aotren labourat an douar. Mont a ra war ar renk eta evel an daou-all, bet lavaret dezho ez afe an douaroù ganto.

An aotre se zo ret evit gallout labourat ur park, pa vefe evit loened pe trevadoù. Evit bleniañ da skouer zo ezhomm ur c’harr hag un aotre bleniañ. Ar memestra eo evit al labour-douar, ezhomm zo douar, da feurmiñ pe da brenañ, hag un aotre labourat an douar. Ma n’eus nemet un den war ar renk evit an dachenn e tap hennezh an aotre kerkent. Ma vez meur a hini ez eo ur bodad, ar CDOA pehini a vod servijoù ar Stad ha dileuridi eus ar vicher. En emvodoù e vez studiet pep doser ha pa vez meur a hini war ar renk e ra an dibab en ur harpañ war an SDREA, un diell a renabl ar pezh a lak an dud da vezañ er renk kentañ. Alese e vez unan oc’h en em staliañ er renk a-us d’unan oc’h astenn e atant. Etre desevel loened bio pe get ez eo an hini bio a vo er renk kentañ, ha traoù-all c’hoazh …


Valérie he deus c’hoant d’en em staliañ hag an daou-all da vrasaat o stal. Koll a rint dirak ar CDOA. Ha kuit da goll eo gwelloc’h gante lakaat ar re a c’hellfe bezañ war ar renk e-maez ar jeu ha rannañ an 30 hektar kenetrezo kentoc’h eget gant aotre ar perc’henn.

Abaoe ma ‘z eo distro Valérie eus an « taol-trap »-se, he devez taolioù pellgomz bemdez. E penn al linenn e vez ar perc’henn o lavaret dezhi groñs tennañ hec’h anv diwar ar renk. Goulenn a ra groñs diganti, hag adlavaret a ra c’hoazh hag adarre, goulenn a ra digant tud-all ac’h anavez lakaat gwask warni. Tud evel an den-se, aet war e leve ha bet en FDSEA, hennezh a vez o kontañ d’an holl n’a ket an tiez-bank d’he heul da brestiñ arc’hant dezhi ha n’haller ket bevañ diwar ar pezh he deus c’hoant da ober, e vefe-hi dindan dle an embregerezh he doa graet foenn dezhi. Dont a ra ar sindikalour betek he zi evit esae kendrec’hiñ anezhi da zilezel an traoù. Unan eus ar re war ar renk a oa tremenet ivez e-kreiz an eost, etre div garg hag esaeañ lakaat anezhi da cheñch he soñj.

Kontañ a ra deomp Valérie he deus galvet Renerezh departamant an tiriadoù hag ar mor, an DDTM (direction départementale des Territoires et de la mer e galleg), a vez o verañ aozadur ar CDOA, ar bodad e kard fiziañ an aotreoù labourat an douar Displegañ a ra dezho e vez lakaet gwask warni. Lavarout a ra dezho : « Stegnet eo an traoù ». Ne cheñch seurt ebet, kenderc’hel a ra gant ar flapajoù. Derc’hel a ra penn Valérie e-pad pevar miz. E fin ar gont e tenn he goulenn aotre digant an DDTM diwar ar renk. Ar perc’henn en deus bet ar pezh en doa c’hoant da gaout, ha lakaat a ra Valérie da sinañ ur baperenn a lavar : « N’eo ket bet lakaet Valérie da dennañ he doser diwar ar renk e mod ebet gant ar perc’henn. Valérie hec’h unan an hini he deus kemeret an dibab. »

Daoust hag ez eo divoaz doareoù-se da ober aon d’an dud ? Gant Ali Romdhani ac’h embannas un dezenn e 2020 diwar-benn ar bec’hioù a vez en desaverezh e Breizh (pevar departamant), enklaskoù war ar sokiologiezh ma teskriv ar meizad urzh sokial : « un hollad normoù ha rolloù a lak ar patrom gounezerezh breton a-us da bep tra. N’eo ket un aozadur ofisiel, met kentoc’h un hollad rouedadoù aktourien rouestlet an eil re gant ar re all, hag ober a reont traoù betek gouzout e c’hellfe bezañ kavet abeg en o interestoù, en o identelezh, en o dreist-gwirioù pe abeg c’hoazh en o boazioù». An urzh sokial-se zo diazezet ar mont en-dro anezhañ war « ur sistem digastiz, a lak a gostez, a nac’h kousto pe gousto, a lak gwask war an dud ha kas a ra kontrollerezh ».


Hervez an enklasker : « ober aon d’an dud, ha lakaat gwask a gaver diwar ar sistem. Gant se on bet skoet : a feur e oan bet oc’h atersiñ tud, e oa bet bevet gant kement hini, pa vefent o tont eus bed al labour-douar pe get, gwask hag abafamant a-dost pe a-bell. Un dra bennak a gaver gant kement hini, ingal ». Ali Romdhani a ra anv eus levr-enklask ar c’hazetenner Nicolas Legendre, Silence dans les champs, bet embannet e miz Ebrel, e lec’h ma vez puilh an testeni gourdrouzioù e 300 pajennad al levr.

Daoust ma lavar Valérie he doa roet da c’houzout d’an DDTM penaos e oa kont, e oa chomet mut servijoù ar Stad. En desped d’hor goulennoù o deus nac’het kaout un tamm kaozeadenn gant Splann !.

Labourerien-douar maez-lezenn

Lakaet e vez gwask war an dud war-eeun, evel m’he doa gouzañvet Valérie, met gallout a reer stadañ ivez ne vez ket doujet d’an aotreoù, pa vefent roet pe nac’het forzh penaos. Quentin Sergent zo labourer-douar e Bro-Gerne, staliet eo gant e dud. Loened zo ganto : sevel gwizi, saout-laezh, edeier hag ur metanizer. Quentin Sergent, mab da André Sergent, prezidant Kambr labour-douar Breizh ezel eus an FNSEA, ar sindikad brasañ niver gantañ. P’emañ e dad e penn an aozadur labour-douar e Breizh en deus klevet kaoz moarvat eus penaos e vez kont pa vez nac’het gant ur pennadurezh an aotre labourat an douar da unan bennak, n’eus ket droed da labourat an douar en dachenn-se. Ha sur-mat e oar peogwir e kemer perzh Quentin Sergent er bodad, hag eñ eiler e CDOA e zepartamant, ar bodad a ro an aotreoù da labourat an douar just a-walc’h.

E nevezamzer ar bloaz 2022 e c’houlenn an aotre da labourat an douar evit 16 hektar. Nac’het e oa bet reiñ an aotre dezhañ. N’eus ket miret outañ mont e-barzh ar park. Servijoù ar Stad, dre an Draaf o deus graet trouz dezhañ ha kaset ul lizher redi kuitaat an dachenn a-raok n’afe an traoù dirak al lez-varn. Ur miz en doa evit mont kuit eus ar park, hag aet e oa neuze.

Met penaos gouzout daoust hag emañ an aotre gant ul labourer-douar pintet war e drakteur da labourat ar park e lec’h m’emañ ? N’hall ket gwazourien an DDTM ober troioù ingal war kement park zo. Goulennet e vez gant an amezeien teurel evezh. Diwar ditour d’an DDTM ez eont neuze da gontrolliñ, ha ma vez ezhomm ez eo gant lizhiri, telloù-kastiz e vez graet diouzh al lezenn. DDTM Aodoù-an-Arvor a zispleg deomp : « Peurliesañ e vez an hini a vez war e goust a ya da glemm.» Penaos gouzout ma ‘z a kuit eus ar park da vat ? « Reseviñ a reomp titour digant an hini a oa war goll, pehini en doa flatret a-raok». Servijoù ar Stad a seblant kontañ war flatrerezh an amezeien a-raok mont da gontrolliñ, ar pezh a lak ar geodedourien gant kement a riskl kaout gwall-zistro war-lerc’h, ha n’eus netra el lezenn na doare ebet evit gwareziñ anezho eus se.

An Draaf ac’h embann bezañ bet 400 kemenadenn abaoe 2020 evit Breizh a-bezh. DDTM Aodoù-an-Arvor a ra anv eus 36 gwech ma oa bet labouret an douar e-maez al lezenn e 2022.

E 2021, e oa bet savet 4.000 goulenn aotre da labourat an douar e Breizh. Ur c’hard anezho a vez sellet outo er bodadoù, CDOA ‘vez graet diouto. An abeg zo ne vez sellet ouzh ar goulennoù gant ar CDOA mann nemet pa vez meur a hini a-benn gouzout pehini dibab. Neuze, ma ne fell ket da unan kaout da ober gant servijoù ar Stad e vez gwelloc’h ober war dro an dud a vez war ar renk ivez en a-raok. Setu ar pezh a oa degouezhet gant Valérie.

Ar memestra a vez gant ar Safer. Studial ha dibab a ra ar c’hinnigoù adprenañ douar. E 2022 e oa bet gwerzhet 40.000 hektar douar mat da labourat. Ar Safer n’halle emellout mann nemet evit an hanter eus ar gorread-se (Lennit eil rann an enklask-mañ), an darn vrasañ anezho ne oant nemet gwerzhioù lodennoù bihanoc’h eget 3 hektar.

« N’eus ket lezenn ebet ken, ar janglenn eo »

Mat eo da Soizig* hag Hervé* degemer ac’hanomp en o zi. «  N’hon netra da brouiñ ken, labourerien-douar omp pell zo ha perc’henn war hon douaroù », emezi en ur virout ezteurel he fulor. Ha fulor he deus berniet gant red an istorioù liammet gant al labour, hini an douar, taolioù-kamm ha marc’hadoù an eil re ar re all. Ha deuet ar wech e re en nevez-amzer ar bloaz-mañ. Ul labourer-douar a oa aet da hadañ gwinizh e-barzh he fark. « Galvet em boa Germain ha goulennet digantañ : gouest out da zisplegañ din perak zo gwinizh dit hadet e-barzh ma fark ? ». Soizig zo fuloret, ha fuloret bras memes. Un nebeut mizioù abretoc’h he doa tapet an aotre da labourat an dachenn-se, ar pezh n’en doa ket bet Germain.

« Brud fall a oa gant e dad, un den, divezh, efrontet a gustum lakaat gwask war an dud. Evit ar mab em boa soñjet e lezen ur chañs gantañ, din-me e oa onest. » En ur gaozeal gant labourerien-douar-all eus ar vro e kompren Soazig n’emañ ket hec’h unan, div zesaverez-all zo wazh int-i ivez.


O zeir o doa bet an aotreoù labourat meur a dachenn a-stok, met Germain an hini zo aet e-barzh ar parkoù da gentañ. Hep aotre ebet. « N’en em anavezemp ket an eil re ar re all a-raok »,a gont Justine. E kreiz miz Ebrel e oant aet d’an archerdi o zeir evit lezel ur roud un testeni « main courante ». « Spi ‘m eus e cheñcho an traoù pa zo teir diouzhimp. », a zispleg deomp Charlotte*. Un desaverez loened-saout yaouank eo, ha klask a ra war-lerc’h douar evit ma vo solutoc’h he stal. « C’hoant hon eus da rediañ ar Stad da ober he labour », a lavar Soizig kreñv. « Ma vez tud oc’h ober o jeuioù digastiz evel-se, neuze ne vo reolenn ebet ken. Ar janglenn eo. Hag alies e vez kont e-giz-se. »

Justine* he doa bet un aotre evit labourat 1,9 hektar, ar pezh zo trawalc’h evit reiñ an dro dezho da zesevel yêr. P’he doa gouezet e oa aet Germain hag e dad e-barzh ar parkoù e oa aet da welet an tad hag enrollet he doa an diviz. « An tad en deus ar brud da vezañ pront, neuze em boa bet disfiz. Ma’z aje an traoù a-dreuz, em bije bet ar brouenn ne oan ket tagus. » Tad Germain ac’h anzav dezhi : « Divalav eo evitoc’h ».

Ur c’hoari falset

Kas ur goulenn aotre labourat an douar, gedal an douaroù da werzhañ, mont da welet ar berc’heien, sevel teuliadoù, mont war ar renk gant al labourerien-douar-all, a-enep dezho, doujañ eus reolennoù zo un hent hir ha kemer a ra nerzh. Met n’eo ket evit se e weler un disoc’h da heul. Istor Valérie, hini Soizig, hini Justine, hag hini Charlotte a ziskouez an dra-se.

Diwanet eo ar gwinizh, kreskiñ a ra mat, brav eo ar parkad. Ar pevar labourer-douar a sell ouzh an abadenn ha n’hellont ober seurt-all ebet. « Ur pezh familh eo ha kenderc’hel a ra da greskiñ en ur zebriñ douaroù. Ha d’ober petra e kemer an douaroù ? n’eo ket evit al loened memes,eme Charlotte hegaset. Ordin e vez bec’h d’ar re vras.. » O zeir e sellont ouzh an tad hag ar mab ne reont nemet kreskiñ o atant hag a zo erru 136 hektar bremañ. Justine he doa goulennet 1,9 hektar, Soizig 5 hektar, Charlotte 18 hektar.

Ar santad displijus bezañ kollet gant ur c’hoari falset ne dremen ket. « Me gav din eo graet ar reolennoù-se, an SDREA ha kement zo tout da foutañ goap diouzhimp », eme Justine. Ur santad displijusoc’h c’hoazh pa vez reolennoù a lak anezho e-maez ar jeu evit mont war ar renk. Da skouer e c’hall an nen prenañ douar hep tremen dre ar Safer gant ma vez eus ar memes familh, betek ar pevare derez, da lavaret eo kindirvi-kompez, ha moerebezed kozh. Ha gant ar familhoù er c’horn-bro meur a remziad zo ez eo diaes talañ : « N’hon do ket an dro da gaout douar biken gant seurt reolenn, eme Justine hegaset. Kaoz vez staliañ reoù yaouank, met penaos ober ? »

An douaroniour Adrien Baysse-Lainé en doa studiet se. E 2020 e skrive kement-mañ : « Ma vez kevezerezh, e roont [ar pennadurezhioù] ar renk kentañ d’ar re eus ar memes familh, hep derc’hel kont eus ar ment na pegen bras eo an dachenn zo ganto betek-hen. »

Justine zo aet skuizh : « Ar santad am eus e lavar an dud evel Germain hag e dad deomp ”c’hwi, c’hwi n’oc’h ken nemet bihan, n’oc’h ken nemet kaoc’h”. Ha ne fell ket din bezañ aloubet ma-unan gant seurt tud a gav dezho ez int rouaned. »

* An dud test d’an enklask-mañ eo bet cheñchet o anv, rak aon o deus gouzañv adarre : gourdrouzioù, lakaat gwask warno ha war an dud tost dezho. Ar gourdrouz na baouez ket e toull-nor ar burev, pa zegouezh e porzh an ti-feurm.

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →