Ar Safer zo mestr war gwerzh ar parkeier e Frañs. Erru eo skuizh koulskoude pa ne zeu ken a-benn da virout ouzh rastellerezh an douaroù labour-douar, na da staliañ 1.000 labourer-douar ar bloaz, evel ma fell da Rannvro Breizh. « Brokerezh ar sindikadoù » zo un harp d’ar giz kreskiñ hag astenn tiez-feurm ha diaesoc’h e vez d’ar re nevez d’en em staliañ.
- Ar Safer n’hall emellout nemet war un hanter a-boan eus ar gwerzhioù tachennoù labour-douar e Breizh,
- Mirout a ra ur priz izel war an douaroù e-keñver peurrest Europa
- N’eus ken nemet un den diwar 3 o vont war e leve a ya unan oc’h en em staliañ war e lerc’h e Breizh.
- An tiez-feurm ne reont nemet kreskiñ : 14 hektar muioc’h evit pep hini dre geidenn, en ur ober 10 vloaz
« An douaroù labour-douar zo un dra bennak a denn d’ar galon », a ziverr rener Safer Breizh, Thierry Couteller. An douaroù zo ur benveg produiñ gant un dalvoudegezh arc’hantel ha war an dro ez int savet diwar rummadoù a labourerien-douar bet o labourat anezho. Ar Safer a vez e kreiz : bezañ sur e vo ar priz reizh, soursial e vo adkemeret an douaroù, dibab ar stumm ekonomikel hag an doare labour-douar evit an dud oc’h adkemer douaroù hag evit ar re oc’h en em staliañ, met ivez tremen hebiou ha mirout ouzh un den n’hellfe ket gouzañv ar gwerzher prenañ. Degouezhioù a c’hall sevel reuz.
Gwerzh ti-feurm saout-laezh Fabrice* ha Françoise* a oa tres bezañ sklaer ha didroc’h. E 2014, an ti-feurm gant un daou-ugent buoc’h-laezh a oa war-nes bezañ gwerzhet. Fabrice ha Françoise, gant sikour o merc’h henañ, Stéphanie*, o doa kavet daou labourer-douar eus ar c’horn-bro evit adkemer o 50 hektar, en o zouez David, amezeg dezho.
Ar c’houplad a zibab tremen dre ar Safer, an aozadur e karg merañ priz an tachennoù labour-douar e Bro-C’hall (pe société d’aménagement foncier et d’établissement rural e galleg). Gallet o dijent trement dre an noter evit sinañ ur werzh dre gaer, met evito a oa ar Safer bezañ sur e vefe kaset ar werzh diouzh ma vez dleet gant al lezenn. « Pep tra a oa mat, ha badadao », he deus soñj Stéphanie, o merc’h. Emstrivadur David zo nac’het, rak ne oa ket asant an ti-bank gantañ. Ar Safer he deus kavet unan all : Erwan. Ar werzh a c’halle bezañ diouti. Met Fabrice ha Françoise ne fell ket dezho klevet kaoz eus Erwan, un amezeg n’int ket evit gouzañv. « Tout met ket da hennezh », Françoise a ya gant he c’harr betek ti hemañ kerkent evit cheñch e soñj dezhañ. Ar verc’h hag ar mab-kaer ac’h erru ivez. Ha bec’h a oa ken a oa eno, trouz, huchadeg. Un emzalc’h gourdrouzus, boaz e metoù al labour-douar. (Lennit trede rann an enklask « Feulster gwerzh an douaroù ») Erwan ne lavar seurt, ne bleg ket.
Ar Safer he deus troc’het an tabut, eñ an hini ac’h adtapo an douaroù. Serge Le Gall, kuzulier war ar font d’ar c’houlz, e karg eus an teuliad en deus dalc’het soñj : « Ar perc’henn en doa bet c’hoant nac’hañ sinañ ar werzh. » Fabrice a ra e seizh gwellañ da lakaat an traoù da ruzal, kuzhat lizhiri an noter, al lizhiri kaset dezho en dro. « Met n’halle ket nac’hañ, ur wech aet gant ar Safer e oa ret dezhañ doujañ ar gevrat. »
Kuzul teknikel ar Safer a vod evit pep departamant un dek dileuriad bennak eus ar vicher ha tud eus ar maez a-benn sellet a-dost ouzh an dud war ar renk evit prenañ douar hag aotren, pe get, gant ma kloto gant palioù an takad. Raktresoù zo a vez lakaet da vezañ a-us d’ar re-all. Da skouer e vez staliañ ul labourer-douar nevez er renk kentañ war un astenn d’un ti-feurm. Unan eus kefridioù an ensavadur zo stourm a-enep ar c’hreskoù re vras ha re stank, ha harpañ ar staliañ en ur stourm a-enep d’ar brokañ war an douaroù.
Gwerzhet e oa bet ti-feurm Fabrice ha Françoise e 2015. « Gwerzhañ ti-feurm ar familh a oa start, gwerzhañ anezhañ d’an den-se a oa gwashoc’h eget tout, a gont Stéphanie. Ma zad n’eus ket gouzañvet. Ne oa ket ar memes hini ken. Kroget e oa da evañ dre guzh. » Marvet eo e 2020 diwar ur sirroz, pemp bloaz goude ar werzh, e ospital ar Gazeg Wenn e Brest. 61 bloaz e oa.
Fabrice en dije gallet ober ur werzh a-gaer war-eeun e ti an noter, an doare a zibab un toullad mat a labourerien-douar kuit da gaout emellouriezh. Darn eus al labourerien-douar a ya pelloc’h c’hoazh a-benn tremen hebiou d’ar Safer, na pa vefe ret sevel frammoù diouzh ar gwir luziet-mat.
Ar Safer, klemm diouti e Frañs met avi a ra en Europa
Ar Safer a oa bet krouet e 1960 gant ar youll gwareziñ an takadoù labour-douar, an takadoù naturel, ar c’hoadeier ha reiñ-lañs d’al labourerien-douar d’en em staliañ. Ar gefridi gentañ zo merañ priz an douaroù evit ma c’hello ar re o kregiñ gant ar vicher prenañ. Ha mont a ra en-dro. Hervez Eurostat, e 2021, priz an hektar e Breizh zo e-tro 5.920€ dre geidenn. En Izel-vroioù e c’hell koustañ ouzhpenn evit 91.000€ an hektar. Ar prizioù an izelañ e Europa zo er Reter : e Kroasia ha Bulgaria e-tro 3.000€. En Italia e oa gwerzhet an douaroù 34 000€/hektar dre geidenn, e 2020.
E Frañs emañ ar Safer e pep rannvro. Gallout a ra merañ ur werzh diwar goulenn ar gwerzher, evel ma oa bet evit Fabrice. Gallout a ra kemer perzh en ur werzh ivez. Adwelet ar priz ha lakaat anezhañ diouzh ar marc’had, a-benn harpañ tud d’en em staliañ, pe c’hoazh da virout ouzh un atant da zont da vezañ re vras. An aozadur a c’hall dre-gaer pe dre-heg ober un taol eus ar c’hentañ : kentprenañ, pe preamptiñ ma fell deoc’h. Neuze e torr ar Safer ar werzh ha hi a ra war-dro pep tra, a-enep da c’hoant ar gwerzher hag hini ar prener. Gallout a ra prenañ douaroù ivez hag adwerzhañ anezho diwezhatoc’h d’an hini war ar renk a fello dezhi. En desped da se n’eo ket ar Safer an aotrou doue war marc’had an douaroù labour-douar. Nebeut-tre ec’h emell e gwirionez. Diwar un 40.000 hektar parkeier gwerzhet e Breizh e 2022, ne c’hall ar Safer emellout nemet war 24.000 hektar hepken, ar peurrest zo er-maez eus he barregezhioù. E gwirionez n’eus lakaet he fri er gwerzhioù mann nemet evit ur 5.600 hektar bennak warlene.
Ur marc’had douaroù e-kichen an hentoù-all
Ar Saferioù : diheñchadurioù ur benveg politikerezh / Les Safer : les dérives d’un outil de politique, zo titl un danevell gant Lez ar c’hontoù e 2014. Dalc’het vez soñj ennañ eus ar pezh a lak war wel Lez ar c’hontoù tregont vloaz zo dija: re vras eo pouez ar sindikadoù labour-douar er Safer. Daoust d’ar strivoù, « e chom mererezh ar Safer dindan gazel-ge bed al labour-douar, dreist-holl hini ar sindikad pennañ (an FNSEA). »
Kement-mañ a lavar deomp ivez ur sterniad bet e Safer Breizh : « Er bloavezhioù 1980 e oa boadaoù teknikel ar Safer mignoned da vat. An troidellerezhioù, emglevioù kenetrezo a oa etre an dud hag ar galloudoù lec’hel, ha gallout a raent dibab int-i o unan, ha ne oant ket niverus o choaz penaos e veze dasparzhet an douaroù. Hiziv an deiz, en deus kontrollerezh ar Stad muioc’h a bouez kalz. »
Start e vez cheñch ar boazioù. Pemp devezh a-raok un emvod bodad teknikel e kaser an alioù d’an izili. Unan anezho a gont deomp : « En em rentañ a reer kont mat en deus galvet an FNSEA hag ar Safer an eil re ar re all, rak ur wech erru en emvod, eo kendoniet o arguzennoù en a-raok. Sur eo en deus ul levrezon war an dibaboù graet. »
An douaroniour Adrien Baysse- Lainé enklasker er CNRS e skol-veur Grenoble Alpes, a lavar deomp e berr gomzoù : « Ar Safer a chom merkoù ganti eus un arvalerezh (clientélisme e galleg) sindikad. War baper ne vez ket gwelet muioc’h a dud eus ar sindikad pennañ eget se, met er fedoù geo. Dileuridi eus an FNSEA a vez dilennet e kuzulioù-merañ Groupama, ar c’hCrédit agricole, e Kambr al labour-douar. War-lerc’h e vezont dilennet gant kuzul-merañ an aozaduriù-mañ evit mont e-barzh ar bodadoù teknikel er Safer. » Alese e kaver ez eus tri diwar ar pevar prezidant bodad teknikel er Safer a zo ezel eus an FNSEA. Lod zo dilennet e Kambr al labour-douar, meret ivez gant an FNSEA.
En ur studiadenn bet embannet e 2022 e ya Adrien Baysse-Lainé dre ar munudoù gant ar c’hoarioù-se. « Ar c’hazetennoù sizhuniek departamant, embannet gant an FDSEA a oa ar re nemeto a oa aotreet da embann kemennadennoù lezennel ar Saferioù, ouzhpenn ar skritellaouiñ en tiez-kêr, ne vez tennet splet outo nemet gant rouedadigoù bihan lec’hel-tre. » Ar c’hemennadennoù bihan a vez ar gwellañ doare da c’houzout petra zo da werzhañ. Hep ar c’heleier-se, n’haller ket ober e doull. Abaoe 2016 ha lezenn dazont al labour-douar e vez embannet ar c’hinnigoù-se war ar genrouedad ivez, ar pezh a lak ar marc’had da vezañ sklaeroc’h un tamm.
Se a lavar Thierry Couteller, rener ar Safer e Breizh ivez. « Reiñ a reomp da c’houzout tout ar c’hemennoù gwerzh d’ar sindikadoù ha d’an dileuridi lec’hel, ha kement-mañ abaoe un dek vloaz bennak. An dileuridi-lec’hel a ro da c’houzout ar c’hemennnoù da izili ar sindikad ha da labourerien-douar o c’horn-bro, ma fell dezho. Ne vez ket ret dezho hen ober. »
An FNSEA a oa bet krouet e 1946 hag e-pad pell e oa ar sindikad nemetañ. Alemañ eo bras ar rouedad dileuridi lec’hel, barrek da reiñ da c’houzout d’an izili ar c’hinnigoù gwerzh. Ne vez ket kont e-giz-se gant ar sindikadoù-all, n’int ket ken kozh ha n’eus ket kement anezho er vro. Ar c’hConfédération paysanne a oa bet savet e 1987, ar c’hCoordination rurale e 1992. Bezañ ezel eus ur sindikad zo digeriñ an nor d’ar rouedad kemmenadennoù ha taolioù-kaer da ober evit prenañ douaroù. Ha setu an dalc’h evit Chantal, 60 vloaz, o chom en Aodoù-an-Arvor. Emañ o klask tachenn bloavezhioù zo evit he saout-laezh. Estonet eo na wel kemennadenn gwerzh ebet biskoazh. Gervel a reas ar Safer, hag ar Gambr labour-douar da heul hag a-benn ar fin an FDSEA. Ha setu an den er pellgomz ha displegañ dezhi eo ret dezhi bezañ ezel eus ar sindikad evit resev ar c’hemenadennoù. Chantal, o tesevel loened daou-ugent vloaz zo a blij he labour dezhi « met ne ra ket bed al labour-douar e lec’h ma vez ret ober van bezañ kamarad gant hemañ-hen, mont gant ar sindikad mat. »
1.000 nevez staliet bep bloaz, un het en aner
Ar re a ya war o leve n’o deus ket ar pal treuzkas o menaj d’ul labourer-douar, met gwerzhañ ar gwellañ, ar c’herañ. Alese e c’hell « kas, a-wechoù, da harpañ ar werzh d’ul labourer-douar staliet mat ha kreskiñ un atant, kentoc’h eget harpañ unan yaouank oc’h en em staliañ.», eme Lez ar c’hontoù en un danevell eus miz Ebrel 2023.
Ar Safer a lavar kemend-all : « Aesoc’h eo, primoc’h eo ha gwelloc’h priz eo gwelet gant « un amezeg » evit adtapout ur sammad arc’hant, ar brasañ ar gwellañ, peogwir eo re izel al leve ».
Ar stadegoù a ziskouez ar memestra : Breizh he deus kollet ur c’hard eus e diez-feurm dindan dek vloaz. N’eus ken nemet tost da 26.000 menaj ken e Breizh. Kreskiñ a ra o ment, 14 hektar brasoc’h dre geidenn, ha savet e vez frammoù gant al lezenn luzietoc’h luzietañ. En he danevell embannet e 2023, e tispleg ar gevredigezh Terre de liens penaos e tro an traoù ha muioc’h muiañ a embregerezhioù arc’hant bras, en o zouez lod n’eo ket labourerien-douar darn eus ar gevelourien, betek « un drederenn eus an embregerezhioù n’int ket meret gant kevelourien o labourat an douar. ».
An doare da sevel an embregerezhioù a vez diwar al lezenn hag an arc’hant miuoc’h muiañ, hag an treuzkas diaesoc’h diaesañ. Evit en em staliañ e vez ret prenañ douar, loened, dafar, savadur. Dre vras e vez ezhomm kaout 270.000€ gant pep kevelour hervez Kambr labour-douar Breizh. Diouzhtu ma ‘z eer gant stummoù luzietoc’h gant kalz tachenn hag obererezhioù-all evel ur metanizer, e vez kalz uheloc’h c’hoazh ar c’houst. (Lennit hon enklask diwar-benn ar metanaat).
N’eus ken nemet un den diwar tri o vont war e leve gant unan o tont d’en em staliañ war-e-lerc’h e Breizh. Nevesadur ar remziadoù a c’hall bezañ gwelet el liseoù labour-douar. 14 % a skolidi nebeutoc’h en dek vloaz tremenet. An digresk niver a labourerien-douar ha tiez-feurm ne erru ket dre zegouezh met dilerc’h « ur politikerezh a oa gant ar palioù modernaat bed al labour-douar ha produiñ muioc’h gant sikour ar mekanikoù ha gwelloc’h fonnuster ; al luskad-se a gas digresk an niver a labourerien-douar oberiant hag an niver a diez-feurm, en em c’houlenner bremañ daoust ha kenkoulz se eo », a zo skrivet e danevell Lez ar c’hontoù. Evit mont a-enep d’al luskad-se he deus c’hoant Rannvro Breizh, gant sikour ar Pac, staliañ 1.000 labourer-douar nevez bep bloaz adalek 2028. Div wech muioc’h eget ar pezh zo bremañ.
E Frañs « eo ar senario gant rastellat an douaroù gant un nebeut re war goust ar re o devez c’hoant d’en em staliañ an hini zo kaoz evit an deizioù », ac’h embann digoradur an danevell Sempastous eus bodad an aferioù ekonomikel er Vodadenn vroadel e 2021. « Pe vez re a atantoù e teu ungounezerezh an douar ha doareoù da labourat o skuizhañ an douaroù. Liesded ar produiñ hag e fin ar gont an emrenerezh boued a vez wazh, gant dilerc’hioù war ar vevliesseurted. Parlamant Europa en doa meneget an dañjer ez eo war ar skouer labour-douar europat (modèle agricole européen e galleg), diazezet war al labour-douar lies-obererezh, ha dreist-holl war tiez-feurm familh. »
Met hiziv, ober brud d’ur skeudenn peurvat eus Breizh gant desaverezh ha tiez-feurm 62 hektar a zo un het dibosupl. E gwirionez he deus ar vro un troad e-barzh an atantoù bras, erru ouzhpenn 1.000 hektar ganto, gant kevredadoù merañ pe holdingoù labour-douar ma vez kalz a ijin diouzh al lezennoù evit ober ar muiañ gounid arc’hant eus an douaroù.
* An dud bet o testeni evit an enklask-mañ hon eus cheñchet o anvioù tost d’an holl anezho. Aon o deus bezañ wazh ha gouzañv, rak ar gourdrouzioù ivez ha rak an aon e vefe lakaet gwask warno pe war an dud tost dezho. Rouestlet eo bed al labour-douar hag ar bed war ar maez, ha dont a ra an abafamantoù betek porzh an ti-feurm, war an treuzoù.
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
Darempred →