Industrielerien ha strollegezhioù o c’hoari da-vat evit an amoniak

06/13/2021
Yann-Malo Kerbrat
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 15 mn lenn

Daoust d’an dañjerioù evit yec’hed al labourerien, an dud diwar-dro hag an en-dro e tremen Breizh hebiou d’an dalc’h stag ouzh an amoniak. Disteraet gant ar strollegezhioù ha bed ar gonezvouederezh ec’h a ar skarzhañ NH3 war washaat a-blasoù. Ha gwashañ tra e vez sikourioù publik bras d’ar saotrerien vras, darn anezhe e-maez lezenn.

  • Tapet bern arc’hant publik gant darn eus an embregerezhioù saotrus kenañ gant amoniak.
  • Kumuniezh kumunioù ‘zo a ra a c’hontrol-mik eus ar pezh a vez goulennet gant sturiad Europa da geñver saotradur an aer.
  • Raktresoù boued ha bevañs braz a lako ar saotradur da vont war washaat e Breizh, daoust da alioù Pennadurezh an Endro.

Sellet er skramm a-bezh

Pesked marv a-vil-vern, o c’horf en aer, war-neuñv en dour lous-teil. D’an 2 aviz Ebrel 2021 e oa bet saotret ar Peñzez, ur stêr e Bro-Leon gant un distaol teil dre aksidant, o tont eus un atant industriel. Skoet ar besketaerien, an dud diwar-dro ha naturelourien gant se. Mont a ra an degouezh da-heul un hir a listennad a stêrioù bet saotret daonet gant an amoniak. Un toullad mizvezhioù a-raok se eo ar Stêr-Aon, a oa bet skoet gant 400 000 litrad dilaostajoù o tont eus ur metanizer. Kement a amoniak a oa ken e oa chomet 180 000 a dud hep dour eus ar c’hog e-pad 5 devezh. War wel emañ sort degouezhioù met dre se ne vez ket gwelet reoù all, evel e Sant-Maloù, m’o devoa an dud alanet aer louzet gant amoniak e-pad 15 vloaz kazi sur (da lenn en hor pennad diwar-benn an Timac, pennad diwezhañ an heuliad).

Daoust d’an traoù lakaet e plas e live ar Stad a-benn bihanaat an amoniak eo an hent kontrol an hini zo tapet e Breizh. Stalioù-yer ha kreier-moc’h ezdouar, stankoc’h-stankañ, metanizaat a-live an industriezh (bezañ zo ar metanizaat un teknologiezh da broduiñ energiezh diwar difankadennoù al loened)… Dalc’het e vez gant ar saotrañ, gwashoc’h-gwashañ a-blasoù, ha mont a ra ar strollegezhioù hebiou d’ar skoilh.

Sikourioù publik bras da saotrerien vras…

An uzin Biogaz Kastellin, perzh er stroll Engie, an hini zo atebeg eus saotradur ar stêr-Aon en hañv 2020, daou vloaz hepken goude bezañ bet digoret. Evit bezañ lañset e oa bet degaset arc’hant publik. 900 000 € digant an Ademe, 797 950 € digant Ajañs an Dour, 150 000 € digant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed. E bro Leon emañ an SA Kerjean, ar menaj industriel kaoz da distruj ekosistem ar Peñzez, e-mesk ar pemp lec’h ma vez skarzhet ar muiañ a amoniak e Breizh. Hag unan eus ar feurmioù sikouret ar muiañ gant ar PAC (politikerezh boutin al labour-douar) : 98 000 € a sikourioù e 2019. En ur c’hoût zo un 60 % eus al labourerien-douar o c’hounit nebeutoc’h evit 20 000 € bep bloaz.

Jean-François Monier / AFP

En Treoù-Leon e oa bet saotret spontus stêr Daoulaz gant 200 000 litrad hañvouez o tont eus an EARL Keropartz e 2019. Pa oa ur prosez da vezañ evit ar goañv eo bet Olivier Allain besprezidant ar rannvro e karg eus al labour-douar ha war ar renk evit an dilennadegoù rannvro war listennad LREM ar besprezidant bet Thierry Burlot, er menaj ha graet meuleudi dezhañ. 50 000 € a yalc’hadoù zo bet degaset d’an EARL.

Kumuniezhioù kumunioù zo a vez dreist ar re all evit a sell ar souten da stalioù riskloù bras enne a skarzhañ amoniak betek re. Gant hini Loudieg da skouer zo bet votet goude tabut bras 178 500 € d’ur raktres pevar metanizer, ar re-se o vezañ arc’hantet kalz gant ar Stad dija. Gwashoc’h c’hoazh : harpañ a ra LLDC Algae, ar vrasañ stal da c’hounit mikrovezhin en Europa, gant 130 000 € dre un urzh-prenañ en anv ar c’hempouezañ el labour-douar. Hogen eo paket LLDC Algae en aferioù justis evit bezañ distrujet tachennoù gleb pe savet traoù hep aotre. Ouzhpenn-se e oa bet lakaet dindan evezh gant ar prefeti e miz Eost 2020 evit bezañ meret al lostajoù desevel en ur mod euzhus : steuñv skuilhañ ebet, fozadoù dour-teil a vez o tiverañ en endro…

Strollegezhioù a ya en tu-enep d’ar pezh aliet a-live ar Stad

Studiet don hon eus raktresoù kempenn ar vro savet gant ar strollegezhioù, hag int a-gostez d’an ezhommoù bras. Bepred eo se a zeu war-wel e studi an alioù rentet er mizvezhioù diwezhañ gant ar Bodad Rannvro Aotrouniezh an Endro (MRAE), ur servij melestradurel publik e karg da reiñ e ali war sort dielloù.

Er steuñv Hin, Aer, Energiezh (PCAET) e Leñv Arvor Kumuniezh e embann an MRAE penaos « n’eus lakaet pal ebet evit a sell ar bihanaat skarzhañ dioksid soufr, danvez organek hag amoniak, pezh zo un diouer en derc’hel kont eus an ezhommoù broadel zo da nebeutaat an danvezioù saotrus-mañ ». Koulskoude he deus ar vro da welet gant ar raktres da sevel daou vetanizer e Plouc’ha (Aodoù-an-Arvor).

E bro Leon emañ an MRAE o’n em c’houlenn war kalite ar PCAET evit an endro e Lesneven Aodoù ar Mojennoù. « Memestra zo d’en em c’houlenn gant ar pal nebeutaat an dileuskel amoniak, pell dindan ar palioù broadel ha rannvroel, rakkar amañ zo eus unan eus ar skoilhoù pennañ er vro. » Ha kement all e PCAET an amezeien, bro Hirwazh Kumuniezh. Ar « Steuñv Kevanlen tiriadel » (Scot) e bro Gwengamp n’eus ennañ netra tout evit a sell kalite an aer. Hag e tolpad kêrioù Felger, m’emañ ar produiñ amoniak a 35 % en tu all d’ar geidenn e Breizh, ne vez ket displeget dre ar munud er PCAET petra eo orin an danvezioù saotrañ en aer, na penaos ober evit lakaat bihanaat anezhe kennebeut all.

Hag evit rannvro Breizh, a zo o sevel he frogramm Feder (Fontoù Europat evit an Diorren Rannvroel) hag FSE (Fontoù Sokial Europat) evit ar bloavezhioù 2021-2027, zo rebechet gant an MRAE « un doser hag a embann n’eus ket a skog war an endro gant ar fedoù-se, un arguzenniñ graet prim ken ha ken ». Ha se evit a sell an amoniak o nijal kuit peurgetket, un dra n’eus ket dalc’het kont anezhañ da vat, hervez an MRAE.

Deomp da c’houzout n’eus bet degaset respont ebet en doserioù emaomp a-baouez menegiñ (n’eo ket ret d’ar strollegezhioù hen ober), nemet evit bro Gwengamp, met respont ebet evit a sell an danvez saotrañ an aer. Evit ar bras eus an doserioù all emaint c’hoazh war sevel hag enklaskoù publik war ober pe da zont.

Raktresoù ac’h a da washaat an dileuskel NH3

Studiet pizh e vez ivez gant an MRAE ar skog war an endro degaset gant ar re e-soñj da zigeriñ menajoù pa vezont bras a-walc’h da vezañ klaset dañjerus evit an endro (ICPE), ha dindan ur redi da vezañ aotreet. Ar re vrasañ ’ta. Pa vez kistion da vrasaat stalioù desevel moc’h pe staliañ metanizerioù e vez lakaet e ali e doser an enklask foran. Un ali kuzuliañ tra ken.

N’eus nemet teurel ur sell war avizoù Aotrouniezh an endro e Breizh a-hed an daou vloavezh diwezhañ evit en em rentañ kont eo dister diwall an amoniak… « Ur sapre skog zo gant an amoniak dilaosket diwar al lec’h desevel loened, pe vefe en e stumm aezhenn pe vefe er c’houezhadennoù e stumm azot pellik pe pellikoc’h. Se ne vez ket studiet a-walc’h », a glemm ar servij melestradurel en e aviz evit a sell sevel ur stal-yer er Yeuc’h, e Kerne Izel. « Diwall kalite endro an dourioù n’eo ket gwarantet a-walc’h abalamour na vez ket dalc’het kont eus ar c’houezhadennoù azot diwar amoniak. »

Kement all a vez klevet evit a sell brasaat ur vagerezh voc’h e Pluvaodan (Aodoù-an-Arvor). « N’eo ket dielfennet a-walc’h skog ar c’houezhadennoù azot war an endro naturel en doser, en ur zalc’hen kont eus ar menajoù diwar-dro ivez. » E Brengoloù (22) zo embannet kement all gant an MRAE c’hoazh, diasur an traoù abalamour d’an diouer a studioù ha d’ar re a amoniak produet, ar wezh-mañ evit ur raktres brasaat ha bodañ krevier-moc’h. Ha da glozañ : « Ne respont ket studi ar skog war an endro bet kinniget d’ar redioù lakaet e kod an endro, ha n’eus ket aze eus ur gwir briziadur diwar-benn an endro. »

Ha sur zo tapet skouerioù arouezius gant ur seurt ali ivez, evel ar raktres da sevel ur stal-yer 120 000 penn enni e Laoulan e bro Bourlet (Morbihan). Sklaer eo ali an MRAE ken eo sklaer evit ur gludeg a vefe enni betek 22 pe 30 yar dre vetrad karez : « Ar skogoù a c’hell bezañ gant an talariñ pe an dilaoskadennoù ha kouezhadennoù amoniak en aer ne vezont ket dielfennet. […] Ar skogoù diwar se war an endro ne vezont ket studiet. »

« Daoust hag e c’hell padout gant an doareoù-mañ d’ober ? »

,

En Breizh emañ an hanter eus ar stalioù desevel loened dindan reoliadur an ICPE (sellet ouzh kartenn an ICPE e Frañs). Diwar se eo splann e vez uhel-mat al liveoù a amoniak dilaosket war an dachenn, eme an MRAE evel e Landunvez ma zo goulennet eeunaat ur menaj desevel moc’h unnek mil loen ennañ. Un dra « n’eus ket da vezañ disteraet », evit an Aotrouniezh evit an endro. « Ar riskloù en ur verniañ efedoù an holl feurmioù diwar-dro ne c’hell ket bezañ lâret da vezañ izel, er c’hontrol d’ar pezh zo lakaet en doser. » Emañ Landunvez e bro Leon, ur vro m’eo stank an dileuskel amoniak, gwashoc’h evit e lec’h all (sellout ouzh hor c’hartenn). Ha seul taol e vez kistion eus ar berniañ-mañ etre an holl feurmioù, e pep aviz studiet gant hor c’hazetennerien.

SARL Avel Vor e Landunvez - Gwel Loarel : Ar skol, tachenn-c'hoari ar vugale hag ur c'harter annez savet da 200 metrad eus poulloù-hañvouez (tapadenn-skramm Google maps). - Splann !
SARL Avel Vor e Landunvez – Gwel Loarel : Ar skol, tachenn-c'hoari ar vugale hag ur c'harter annez savet da 200 metrad eus poulloù-hañvouez (tapadenn-skramm Google maps).

Er Yeuc’h, hervez an MRAE, « n’eus ket dalc’het kont en doser eus ar berniañ dilaoskadennoù asambles gant ar feurmioù desevel loened diwar-dro, ha koulskoude emaint stank tri c’hilometrad war-dro d’al lec’ […]. Ar berniañ ha meskaj a demzoù en aer war-dro d’an traoñiennoù, ha da gentañ gant an atant e-tal kichen, a vez lakaet er-maez, hep tamm displegadenn ebet. » Evit brasaat ar c’hraou-moc’h e Brengoloù n’eus ket bet kaoz eus ar berniañ dilaoskadennoù amoniak en aer ivez, daoust ma zo eizh feurm desevel loened klaset ICPE war-dro. Gwir an dra n’eo ket aezet-kaer priziañ an efedoù-berniañ-mañ. Dizanavez a-walc’h eo ar c’houezhadennoù azot, ha dizingal ar muzulioù amoniak en aer e Breizh.

Ouzhpenn-se e vez start-mat goût sifroù an dileuskel amoniak dre venaj digant ar servijoù melestradurel. Goloiñ ar fozadoù hañvouez, implijout gouzer gwelloc’h, magañ al loened gant traoù all… Strivoù a vez graet gant ar re o tougen raktresoù feurmioù desevel loened klaset ICPE a-benn derc’hel kont eus an amoniak en o studioù a skogoù. Met ha pa vijent o toujañ d’ar reoliadur e vez gwashaet ar riskloù a saotradur lec’hel gant ar bodañ pe brasaat menajoù hag ar raktresoù nevez. Keuz he deus Aotrouniezh an Endro e Breizh na vefe ket sellet ouzh ar studioù skogoù er feurmioù-se met eus tu ar reolenn, ha n’eo ket gant al lojik disteraat an noazout d’an endro.

Ur skoilh c’hoazh : muzulioù zo a vez gwelet evel talvoudus gant bed al labour-douar na vezont ket lakaet e pleustr, abalamour d’ar c’houst anezhe. Gwir eo kement-mañ evit ar stal-yer e Laoulan, e-lec’h na vefe ket staliet a ostilh da buraat an aer da skouer.

Ha darn all ha na zeuont ket a-benn da chom dindan al liveoù aotreet a dap digant ar prefeti e vefe direizhet d’ar reolenn evite pa soñj gante n’hellont ket ober gant an teknikoù gwellañ zo… dre ma vezont re ger ! Gwir eo se e Brengoloù.

Da lâret eo kazi sur ne vefe ket trawalc’h a c’hounidoù evit menajoù bras zo ma vefe lakaet pep tra a c’hellfe bihanaat an dilaoskadennoù a amoniak e pleustr. Met hervez ur c’homiser enklasker emañ an dalc’h en a-raok : a-raok kavout ostilhoù da nebeutaat ar skogoù fall, « e pep priziadur war an endro e vez ranket diskouez e vez bet graet pep tra da dremen hep na vefe anezhe. Ar pezh na vez ket graet. Lâret ’vo : “graet zo eus ar gwellañ, ’hend all ’vo graet freuz-stal”. Ya, met n’eo ket un arguzenn war dachenn an endro ! Ma rank an ezhomm a gevezusted kas betek traoù dañjerus evit an endro evel zo bet, evit ar yec’hed pe ar vro, petore amzer da zont evit an doare labour-douar-mañ ? »

Ne vez redi ebet diwar ali an MRAE, met ret e vez d’ar re o tougen raktresoù respont dezhañ. Peurliesañ en em ziskargont en ur lâret e toujont d’ar reolenn, evel darn eus ar skouerioù meneget amañ. Alies avat evit a sell an amoniak e respontont hebiou. Da skouer gant ar menajer e Brengoloù, amezeg anezhañ da eizh tachenn klaset ICPE. Evitañ « n’eus ket a efedoù berniet splann ». Met war un dro e asant e-unan penaos « dre ziouer a ditouroù ouzhpenn eo dibosupl muzuliañ an efedoù berniet er feurmioù-mañ » !

En desped d’an enklaskerien war ar medisinerezh hag a embann muioc’h-mui war an dañjerioù evit ar yec’hed e talc’h an hini zo o kas ar raktres e Laoulan gant e soñj, « diwar-benn an amoniak e c’heller lâret krenn n’eus ket a riskloù evit yec’hed an dud ». D’ar raktres-mañ, talet outañ, eo 50 000 € zo da vezañ degaset gant ar rannvro. Hag ouzhpenn ur souten arc’hant zo dezhañ : e-kerzh an enklask publik e oa bet lakaet un aviz a-du gantañ gant besprezidant ar rannvro e karg eus al labour-douar Olivier Allain. « N’on ket evit krediñ, eme hor c’homiser enklasker test. Kement-mañ zo lakaat gwask war ar c’homiser enklasker, splann an dra ! » Ha n’emañ ket e-unan : Kaset zo souten d’ar raktres gant an FDSEA, prezidant ar c’huzul-departamant, François Goulard (LR), maer ar gumun ha darn eus besprezidanted Kumuniezh ar Roue Morvan ivez…

Kevrannek eo ar rannvro e-tal industrielerien

E Breizh zo diorroet ur strategiezh souten gant ar strollegezhioù, met en tu-hont da se ur strategiezh diorren filierenn ar gounezvouederezh war hir dermen, an hini a zegas ar muiañ a bostoù-labour er rannvro. Gant se e vez klasket degas nerzh d’an stalioù bras hag a zilaosk kalz a amoniak. Dre se zo ur gazoduk tost da gant kilometrad anezhañ da vont eus Pleiben da Bleuwigner. Ar pal eo suraat ar pourvezañ gaz e Breizh… Met n’eo ket ’walc’h se, staget e vefe outañ ur 124 bennaket a vetanizerioù nevez ivez ! Ostilhoù a zegas goulennoù diwar-benn an amoniak c’hoazh. Gant rannvro Breizh hag an Ademe eo bet harpet ar metanizaat dre veur a yalc’had arc’hant.

Met ar pep heverkañ eo ar sammad bras-daonet a arc’hant bet postet gant ar rannvro e kevala embregerezhioù industriezh al labour-douar. 2 vilion a euroioù eo al lodenn he deus degaset en SAS Yer Breizh, a vez lazhet gantañ 340 000 a yer e Kastellin bemdez. Kevrannek eo ar rannvro hiviziken, just evel LDC pe ar Saoudian Almunajem, hag ivez Terrena pe Eureden. Un taol kentañ evit ur rannvro e Frañs, lañset dindan ren Loig Chesnais-Girard (PS), war ar renk da vezañ addilennet. Prometet zo 20 milion a euroioù evit souten filierenn ar yer, a zegas 19 % eus an dilaoskadennoù amoniak, hervez kambr labour-douar Breizh.

Ha ne chom ket pell eus ar c’hoari unan eus ar re vrasañ er bed ekonomikel e Breizh, ha bed an gounezvouederezh. Savet eo bet Eureden diwar ar bodañ etre Triskalia ha D’Aucy. Ha lorc’h enne oc’h embann « en tu all d’ur milion a vetradoù karez a stalioù-yer e Breizh » ha 650 lec’h da zesevel moc’h. Degaset he deus rannvro Breizh 5 milion a euroioù da vont da gevranneg. Trawalc’h da gaout aon na vefe ket sklaer an darempredoù etre politikerezh ar rannvro hag industriezh al labour-douar… diwar-goust kalite aer ar Vretoned.

Breizh, ar vro a zilaosk ar muiañ a amoniak e Frañs

Breizh eo ar vro a zilaosk ar muiañ a amoniak e Frañs. Pep kelc’h a ziskouezh ar c’hementad dilaosket a zo bet disklêriet e 2019 gant an embregerezhioù labour-douar hag an uzinoù (ar re a zo renablet e sturiad IED). El labour-douar, n’eus nemet ar magerezhioù moc’h gant ouzhpenn 2000 loen, hag ar c’hludier gant ouzhpenn 40 000 a blasoù. Da lâret eo ‘zo un diouer a ditouroù memes tra, ne weler ket ar c’hementad a vez dilaosket en holl : an antantoù bihanoc’h hag ar re zindan 10 tonenn a amoniak ne vezont ket kemeret e kont amañ. Ha lod a uzinoù n’int ket evit doujañ diouzh ar reolennoù, o chom hep disklêriañ pep tra, e-giz ar pezh a lenner en hon enklask.

An embregerzh kimik Yara e Mouster al Loc’h n’emañ ket war ar gartenn ivez. Mann ebet, setu ar pezh a zo bet disklêriet ganti e 2019. Koulskoude eo 161,8 a donennoù hag a oa bet dilaosket ganti (keitad) bep bloaz etre 2003 ha 2018… da lâret eo kalz muioc’h eget pep kelc’h a zo war ar gartenn.
Gwelet e vez ivez ar pezh a vez dilaosket dre gumuniezh kumunioù, hervez ar renabl labour-douar. Eus an tems, an dourc’hanvouez hag an teil e teu an amoniak-se dreistholl. Mod-all, gant an titouroù Copernicus e vez diskouezhet ar c’hementad a amoniak en aer er prantad 15 a viz Meurzh-15 a viz Even 2020, pa oa bet tizet ur saotradur uhel a rannigoù-munud… e pad mare ar c’henfinañ.

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →