E kornog aodoù Bro-Leon, war gumun Landunvez, emañ ar savenn porc’hell e-touez ar re vrasañ e Bro Frañs a-bezh, « Avel Vor » hec’h anv. Bep bloaz ‘vez produet ganti 27.000 a bennoù-moc’h. 60 tonen dour hañvouez. Evit kreskiñ kement eo deuet a-benn perent an ti-feurm da gaat asantoù ar prefed. Ha souezhus eo bet divizoù ar prefed ‘ta : daoust d’ur bern alioù ha barnadennoù ‘zo aet enep ma vefe brasaet ar savenn-mañ, emañ-hi da vat war an hent da vout aotreet gant ar prefed.
Bet disoñjet traoù ‘zo gant ar c’homiser-enklasker, bet roet gantañ e soñjoù personel-kenañ… Da vat eo souezhus disoc’h an enklask foran bet skrivet gant an archer-kozh Jacques Soubigoù. Ha war ar seblant n’eo ket direnket gant se prefeti Penn-ar-Bed, ‘zo bet a-wechoù o pouezañ evit ma tremenfe an doser kousto pe gousto.
25
Setu an niver a-wechoù ‘zo bet klasket gant ar prefetioù lakaat da aotreet raktresoù gounez-vouedel, daoust dezhe bout maez ar reolennoù, peotramant daoust da alioù enep ‘bet roet gant melestradurioù all. N’eo ket hollek an niver-se, n’eo nemet ar pezh omp deuet a-benn da renabliñ e Breizh ha Bro-C’hall. Peadra ‘zo da lenn war hon c’hartenn. Pa vez aet e-bioù d’ar reolennoù gant ar Stad ‘zo peadra d’en em soñjal war al live demokratel bresk pa vez kaoz eus an endro. Ha peadra d’en em soñjal war ar riskloù ‘zo gant an endro.