Hor mennozhioù
-
Kas da benn enklaskoù kazetenniñ er Vro
Splann ! ar gazetennerien-enklaskerien o deus ezhomm bezañ harpet ganeoc’h !
Splann ! eo media enklask dizalc’h nevez e Breizh. Gantañ e vez kaset da benn :
- Enklaskoù kazetenniñ : dre se e ranker reiñ amzer a-walc’h d’hon c’hazetennerien da c’hellout mont pell e-barzh danvez o sujedoù … Ha mont betek penn o enklaskoù.
- Displegañ sujedoù hag a zo pouezus evit an holl er gevredigezh. Gant kazetennerien digabestr, evel-just !
- Pennadoù-skrid pizh embannet e galleg hag e brezhoneg.
Splann ! eo ar media kentañ gouestlet penn-da-benn d’an enklaskerezh e Breizh. Renet eo gant ur spered dizalc’h ha nann-genwerzhel. Se a zo kaoz en deus ezhomm Splann ! bezañ skoazellet ganeoc’h-c’hwi kuit bezañ lakaet dindan gwask ar galloudoù ekonomikel ha politikel.
-
Gant Disclose e vezomp soutenet
Gant Disclose ez eus roet skoaz ouzh Splann !. Brudet eo ar media-se evit bezañ lakaet war-wel meur a afer: saotradurioù graet gant Lactalis, da skouer; peotramant hini an armoù gall implijet gant lu Yemen evit lazhañ poblañs e vro; pe c’hoazh evit bout bet galvet e gazetennerien da respont d’an DGSE.
Gant ar memes doare ha Disclose ez aio Splann !. Da lâret eo : goprañ mat ar gazetennerien, dezho da gaout peadra da vont betek penn o enklaskoù.
Roet ‘vo an enklaskoù-se d’ar mediaoù a genlabouro, evit mann. Digoust e vo tu deoc’h lenn anezho ivez war hol lec’hienn internet splann.org.
Evel Disclose ez aio Splann ! war gement tachenn a vo ezhomm ren enklaskoù. Ar pal a zo reiñ da c’houzout d’an holl ar pezh a zo o c’hoarvezout en o bro e kuzh dezho.
-
Un diouer a ditouroù er Vro
Perak ? Rak, e Breizh, ez eus un diouer a ditouroù war sujedoù pouezus-kaer evel :
Ar bezhin glas ; an agro-industriezh ; ar saotradurioù a bep seurt e-giz saotradur ar stêr-Aon e Kastellin e-kerzh an hañv gant danvez un uzin da vetanaat ; al labouradegoù da broduiñ energiezh ; an tachennoù Seveso ha reoù an arme c’hall ; al liammoù kreñv a zo etre ul lodenn eus ar bolitikerien hag an embregerezhioù bras ; an tachennoù ZAD ; ar stourmoù sokial hag ar bec’h a zo lakaet war ar gevredigezh gant ar polis…
Mod pe vod, er mare-mañ, emañ an nen o klask gouzout penaos, ‘ta, e c’hall mont en-dro ar gevredigezh. E Breizh ez eus ur bern sujedoù hag a zo e-kreiz an dalc’hoù displeget un tamm a-raok. Hag ouzhpenn ar Vretoned a zo desachet gant ar sujedoù-se. Ken pouezus int hag o deus un dalvoudegezh a live broadel hag etrevroadel zoken. Se a zo kaoz e ranker krouiñ ur mod digabestr da gazetenniñ evit diskouez splann peseurt interestoù noazus, prevez ha publik, a zo en hor bro.
-
Evit bout dieub e rankomp bout harpet
Siwazh, n’eo ket aes da gazetennerien ar mediaoù lec’hel labourat war ar sujedoù a zo kizidik-tre, daoust dezho bezañ pouezus-kaer evit ma yafe mat en-dro ar breud demokratel. En nevezamzer 2020, tost 500 kazetenner asambles gant sindikadoù, kevredigezhioù ha strolladoù kazetennerien o deus kensinet ul lizher a oa bet kaset da rannvro Breizh. Ganto e oa bet embannet sklaer ez eus diaezamantoù bras evit titouriñ mat an dud diwar-benn industriezh gounez-vouedel ar vro. Kement se a zo, evel-just, chalus-tre evit ar geodedourien.
Met estreget ar c’hudennoù-se a zo… Diaesoc’h-diaesañ eo d’ar gazetennerien ober o labour diwar-benn al luskadoù sokial e Breizh hag e Bro-C’hall, kement ha ma vezont lakaet dindan gwask galloudoù politikel ‘zo… Asambles gant o foliserien hag o archerien.
Pe e vefe war ar sujedoù-se pe war sujedoù all, pal Splann ! a zo embann keloù dieub, digabestr, resis, fetis, sklaer ha digoust… D’an holl gellout bezañ titouret.
Evit brudañ ha skignañ Splann ! hag evit dastum arc’hant da baeañ an enklaskoù embannet gant hor media nevez ez eus ezhomm an holl ac’hanoc’h. Ha peogwir ez eus sujedoù mallus-tre da lakaat war wel hon eus komañset da gas ul labour enklask dija, ul labour hag a zo tost war an echu…