Dastumet evidoc’h, miz Kerzu : Ouest-France war ar chadenn tele nevez François Pinault ?
Bep miz, gant « Splann ! » vez lakaet war wel titouroù important ha n'int ket bet lakaet e penn ar c'hazetennoù.
Bep miz, gant « Splann ! » vez lakaet war wel titouroù important ha n'int ket bet lakaet e penn ar c'hazetennoù.
A-drugarez d'ho tonezonoù e c'hallo « Splann ! » mont war raktresoù nevez evel videoioù, podkastoù ha levrigoù paper evit ma c'hallfe pep hini lenn, selaou pe sellet ouzh enklaskoù lec'hel ha breton.
Setu pevare bloavezh Splann ! war an echuiñ ha kalzig a draoù nevez zo bet. Bremañ eo brasoc'h hon skipailh, gant tud gopret met ivez ur bern tud a-youl vat mennet-tre. Muioc'h mui a dud o deus klevet komz eus hon enklaskoù, ar pezh a dalv int brasoc'h-brasañ chañsoù Splann ! da cheñch an traoù.
E miz Du hon eus gouezet e vefe adprenet an ESJ Pariz, ur skol kazetenniñ, gant ur strollad tud evel Bernard Arnault, Rodolphe Saadé, Vincent Bolloré pe c'hoazh familh Habert-Dassault.
A-drugarez d’ho harp he deus kresket skipailh « Splann ! » evit gallout lañsañ muioc’h mui a enklaskoù. Emañ kalon « Splann ! » e-touez an tregont den bennak a-youl vat, ar gazetennerien a ra an enklaskoù ha, bremañ, ar peder c’hazetennerez gopret. Setu piv int.
Diwar ar mell stroñsadenn c’hoarvezet d’an 9 a viz Even e teu da vezañ splann emañ Bolloré o ren ar vuhez politikel e Bro C’hall, kalz donoc’h eget ar pezh a soñjemp betek-henn.
Setu Splann ! o vont war dachenn ar podkastoù ! Abadennoù ispisial e brezhoneg, enklaskoù lennet, reportajoù, atersadennoù ha kronikennoù... Pep tra da reiñ plijadur d'ho tivskouarn. Pevar heuliad a zo dija da selaou war hoc'h arloadoù podkast.
17/01/2025 18:00 Brest
Bep Gwener e vez aozet e Sked un eskemm e-tre 6e hag 8e. Digor eo d’ar vrezhonegerien ha d’ar re a zesk brezhoneg evit kejañ e brezhoneg en ur bakañ ur banne chistr. D’ar Gwener 17 a viz Genver e vo Manon Deniau eno, kazetennerez eus Splann !, prest da eskemm ganeoc’h !
23/01/2025 20:30 Sant-Nazer (44)
Skignet e vo ar film Toxicily e sinema Tati. Savet eo bet ar film gant François-Xavier Destors evit lakaat ar gaoz diwar-benn unan eus uzinoù brasañ e Europa. Goude ar film e vo ur prantad eskemm e-tre div gevredigezh (AEDZRP ha VAMP) hag an dud. Samy Archimède, kazetenner eus Splann !, a vo e-karg da vuheziñ an eskemm.
23/01/2025 20:30 Donez (44)
Skignet e vo ar film Toxicily. Savet eo bet ar film gant François-Xavier Destors evit lakaat ar gaoz diwar-benn unan eus uzinoù brasañ e Europa. Goude ar film e vo ur prantad eskemm e-tre ar gevredigezh AEDZRP hag an dud. Samy Archimède, kazetenner eus Splann !, a vo e-karg da vuheziñ an eskemm.
01/02/2025 14:15 Brest (29)
Re alies ne vez ket roet plas a-walc’h d’an testenioù er pennadoù-enklask. Padal int pouezus-kêr evit lakaat ar gaoz war sujedoù zo. Aozet e vo un daolenn-grenn tro-dro d’an tem-mañ gant Isabelle Ellis, sacherez evezh en enklask diwar-benn an ensteudoù Essure bet embannet gant Splann !; Samy Archimède, kazetenner Splann !, bet skrivet an enklask diwar-benn Sant-Nazer gantañ; Stéphanie Gallet, kazetennerez RCF, bet savet ar podkast « Silence on crie » ganti, diwar-benn an dud taget gant an Iliz. Aozet e vo an eskemm gant Elodie Nacé eus Ti ar sacherien evezh, er c’hQuartz.
D’ar memes koulz e vo roet priz « Alerte à la une 2023 » da Splann ! evit hon enklask diwar-benn an ensteudoù Essure.
02/02/2025 Brest (29)
Muioc’h mui a vediaoù lec’hel a zo bet krouet er bloavezhioù tremenet : Splann !, Le Poulpe, Marsactu, Médiacités... A-drugarez d’ar gazetennerien a zo war an dachenn bemdez e krog da vezañ barrek ar c’hazetenniñ lec’hel dre an enklaskoù graet ganto. Un eskemm gant Marsactu, Le Pouple ha Faustine Sternberg eus Splann !. Pierre-Yves Bulteau, ezel eus Splann !, a vo o buheziñ an daolenn-grenn.
14/03/2025 Sant-Nazer (44)
Aozet e vo ur brezegenn gant kevredigezh Les pieds dans le PAF diwar-benn ar c’hazetenniñ-enklask lec’hel. Samy Archimède (Splann !) hag Anthony Torzec (Mediacités) a eskemmo diwar-benn ar sujed-se.