Desachet eo bet kalz a dud gant ar film «Ar bezhin glas» e Breizh. Er memes koulz eo bet embannet un diviz pouezus gant lez-varn velestradurel Roazhon d’an 18 a viz Gouere : lâret eo bet ne vez ket graet trawalc’h a draoù gant ar Stad evit ma ne vefe ket lanvioù glas ken.
Douget e oa bet klemm gant Dour-ha-stêrioù Breizh, hag en doa douetañs e vefe efedus ar muzulioù lakaet e plas goude prosez miz Du 2021. Sañset e oa ar Stad kreñvaat ar muzulioù rannvroel a-enep d’ar bezhin glas.
N’eo ket trawalc’h ar muzulioù-se neuze hervez al lez-varn velestradurel, pa vefe e-keñver ar sifroù, pe e-keñver efedusted ar c’hontrolioù. Rediet e vo ar stad da lakaat traoù nevez e plas er mizioù da zont evit ma vefe doujet ouzh ar c’hementad azot en dour, hervez ar pezh zo bet lâret gant ar skiantourien.
Kondamnet ar Stad
Aet eo ar maout ivez dirak al lez-varn gant kevredigezh Sauvegarde du Trégor-Penthière-Goëlo. Goulennet e oa bet gant ar prezidant, Yves-Marie Le Lay, e vefe roet arc’hant evit dic’haouiñ tout an natur zo bet distrujet e Bae Sant-Brieg. Kondamnet eo ar Stad da «lakaat e plas muzulioù evit ma vo dic’haouet an natur hag ar vevliesseurted».
Evit hen ober eo dav da brefed Aodoù-an-Arvor rediañ al labourerien-douar a zo war dachenn mirva naturel Bae Sant-Brieg da zigreskiñ o dilaoskadennoù azot. Ha neuze e vo dav d’ar prefeti kontroliñ anezho alies. Da heuliañ.
Sellit ouzh an dielloù justis amañ :
Dour ha stêrioù Breizh vs ar Stad
Sauvegarde du Trégor Goëlo Penthièvre vs ar Stad