Gant Splann ! e oa bet roet lañs da droidigezh e brezhoneg eus ar vandenn-dreset « Bezhin glas, an istor difennet ». Met siwazh eo bet cheñchet an destenn droet just a-raok bezañ kaset al levr – e miz Even – d’an ti moullañ hep bezañ kelaouet an troer. Un destenn gant fazioù ne oa ket anezho en he stumm kentañ. Penaos e c’hall bezañ bet moullet ul levr bet « adlennet », gant meur a fazi, hag hep doujañ da wirioù an troer ? Hag ouzhpenn an dra se, ul levr bet arc’hantaouet gant Rannvro Breizh ?
E penn kentañ miz Gwengolo o deus goulennet Inès Léraud, Pierre van Hove, Tugdual Karluer ha ni-hon unan e Splann ! ma vefe tardet da werzhañ ar skouerennoù ar vandenn-dreset n’int ket gwerzhet c’hoazh. Goulennet o deus e vefent distrujet eta ha ma vefe embannet ur skrid gwiriekaet gant e aozerien. Met evit an embanner n’eus abeg ebet paouez da genderc’hel gwerzhañ al levr.
Embannet eo bet ar vandenn-dreset Bezhin glas an istor difennet e brezhoneg e miz Gouere 2023. Roet e oa bet lañs d’an droidigezh-se gant Splann ! o reiñ ar sammad zo bet profet gant ar Prizioù (Priz da zont ar brezhoneg) : 500 €…
Ur sammad a oa bet kinniget d’an ti-embann a vefe prest da gas ar raktres da benn. Setu, al levr zo bet embannet. Met un dra a-dreuz a zo c’hoarvezet: cheñchet eo bet penn-da-benn an droidigezh a oa bet graet gant an troer, Tugdual Karluer. Gwasoc’h zo c’hoazh peogwir zo bet ouzhpennet ur bern fazioù yezh en destenn.
Klasket hon eus kompren e Splann ! ar pezh zo c’hoarvezet. Un tamm trouz zo bet gant an afer-se war Facebook moarvat. O klask goût hiroc’h hon eus dizoloet penaos e ya en-dro ar sistem da gaout yalc’hadoù gant ar rannvro evit embann levrioù e brezhoneg.
Choaz an troer
Deomp da benn kentañ an istor. Ti-embann An Amzer, staliet e Porni (Pornizh, 44), en deus kinniget da Inès Léraud treiñ he bandenn-dreset e brezhoneg. Goulennet he deus ar gazetennerez e vefe fiziet al labour e Tugdual Karluer, kelenner ha kazetenner brezhoneger anezhañ. Tro en deus bet da lakaat daou enklask Splann ! e brezhoneg dija. E Kreiz-Breizh emañ o chom, e memes lec’h ha lec’h an enklask zo bet kaset da benn gant Inès Léraud. « C’hoant em boa e vefe troet ar vandenn-dreset gant unan bennak a c’hallfe reiñ ul liv Kreiz-Breizh d’ar brezhoneg », emezi.
A-du emañ an ti-embann hag a respont dezhi : « Normal eo kaout c’hoant da labourat gant un troer resis. Mat eo din m’eo graet gant Tugdual Karluer ». Meneget eo, neuze, anv Tugdual Karluer war ar gevrat etre Delcourt, embanner ar stumm orin e galleg, hag An Amzer. Ur gevrat all a zo sinet gant Tugdual Karluer hag an Amzer e fin bloaz 2022.
Kaset en deus Tugdual Karluer an destenn (war-bouez al lodennoù diwezhañ) d’an 28 a viz C’hwevrer 2023. Da heul en deus,Thierry Jamet, kaset d’an troer un nebeut difaziadennoù.
« Mat eo din pa vez afer gwellaat an doare da lâr an traoù pe da reizhañ fazioù gwir. Met n’on (n’emaon) ket a-du e vefe normalizet ar yezh betek re. Dieub a-walc’h eo ar vandenn-dreset e-keñver stummoù all. Brav e vefe pleustriñ gant ur yezh liesliv. Moaien zo implijout un doare “dre gomz” war tammoù zo. »
,
Ha d’an embanner da respont d’an 13 a viz Meurzh : « Salud dit Tugdual, notennet ‘meus mat da zibaboù yezh. »
Goude an eskemmoù posteloù-se, n’eus ket anv ken eus dibaboù yezh etre an embanner hag an troer. Kistion zo kentoc’h, e-touez traoù all, eus an dale en deus tapet Tugdual Karluer da dreiñ al lodennoù diwezhañ. Kaset en deus anezho d’ar 14 a viz Mae e lec’h d’an 30 a viz Ebrel… Aketus eo Thierry Jamet d’ar poent-se rak fellout a ra dezhañ embann al levr a-raok ma vefe skignet ar film « Bezhin Glas » er sinema. Sañset e oa ar film da vezañ diskouezet e miz Gwengolo met dibabet o deus ar broduerien skignañ anezhañ e miz Gouere a-benn ar fin.
Sañset e ranker kas stumm fin al levr d’an troer dek devezh a-raok ar moullañ, dezhañ da c’hellout gwiriekaat m’eo mat pep tra. Met Tugdual Karluer n’eo ket kaset dezhañ ar vandenn-dreset. Souezhet eo. Diwar se e skriv d’an ti-embann d’an 30 a viz Mae. Direspont e chom an embanner. Kaset eo an destenn da Inès Léraud d’ar 7 a viz Even, da 10e20 noz. Gant ma ne gomz ket brezhoneg n’hall ket gwiriekaat an droidigezh.
Moullet eo ar vandenn-dreset an deiz war lec’h, hep ma vefe kelaouet an troer.
Lakaet eo bet al levr e gwerz d’ar 5 a viz Gouere, ur sizhun a-raok skignadennoù kentañ ar film. Un nebeut-tre a skouerennoù eus ar vandenn-dreset zo kaset da Dugdual Karluer. E anv zo meneger war ar bajenn gentañ. Met chom a ra sabatuet o lenn ar vandenn-dreset ! Kemmet eo bet e droidigezh penn-da-benn… Ha dreist-holl an doare brezhoneg a oa bet dibabet gantañ hag Inès Léraud.
Ma fell deoc’h gwelet an holl draoù a zo bet cheñchet, klikit amañ.
Deuet eo FNSEA da vezañ KBSLD, aet an MSA da g/KSLD hag ar CNRS da g/KVIS.
E fin miz Eost o deus embannet lennerien zo ar fazioù o deus gwelet er BD. Mont a reont betek skrivañ war ar rouedad sokial X (ex-twitter) d’an dud tremen hep prenañ al levr !
Unan anezho a ginnig zoken e c’hallfe servijout ar BD d’ar re zo o teskiñ brezhoneg, dezho da ziskoachañ ar fazioù…
Petra zo c’hoarvezet ?
Ar bras eus al levrioù e brezhoneg zo embannet a-drugarez d’ar skoazelloù arc’hant zo roet gant Rannvro Breizh. Rannet eo ar yalc’hadoù gant Servij yezhoù Breizh (SYEB). E 2022 ez eus bet lakaet e plas ur sistem a-ratozh evit ar bandennoù-treset. Gallout a ra an embannerien kaout ur yalc’had da baeañ 50 % eus ar mizioù : troidigezh, adlenn, moullañ ha kement zo…. Gant an arc’hant se en deus gellet « An Amzer » moullañ Bezhin glas.
War lec’hienn internet ar rannvro e c’haller lenn ez eus tu kaout ar yalc’had se gant m’eo « priziet kalite an droidigezh » hag « adlennet ha difaziet an destenn e brezhoneg a-raok an embann » gant Ofis publik ar brezhoneg.
Diouzh an titouroù hon eus dastumet en deus Thierry Jamet kaset an destenn bet troet gant Tugdual Karluer da Ronan Al Louarn, penn-rener ar SYEB, d’an 30 a viz Meurzh 2023. Kaset en deus pep tra dre vail d’an Ofis. Met goulenn a ra Thierry Jamet gant an Ofis chom hep kemer e kont an destenn-se da c’hortoz e vefe difaziet. Pemzektez war lec’h e c’houlenn digant Katell Leon, tro he deus da labourat gant an ti-embann abaoe pell, da reizhañ an droidigezh.
Hag aon en deus bet an embanner ne glotfe ket an destenn gant politikerezh an Ofis pe Rannvro Breizh ?
Chomet eo hor goulennoù direspont. Displeget he deus Katell Leon ar mod eo tremenet an traoù en ur video YouTube bet embannet d’an 9 a viz Gwengolo : « Lâret zo bet din “sikour deomp mar plij” ! Goulennet zo bet ganin reizhañ un destenn evit ma klotfe mat gant c’hoantoù ar Rannvro. Da lâret eo ur brezhoneg peurunvan.» Skrivet ez eus bet ur gemennadenn d’ar gazetennerien gant an ti-embann o lavarout « n’eus ket bet lakaet gwask ebet gant Ofis publik ar brezhoneg evit ma vefe troet ar BD e brezhoneg peurunvan ».
Kazetennerien Splann ! o deus pellgomzet da Ronan Al Louarn, rener ar SYEB. N’en deus tamm keuz ebet gant ar mod eo tremenet an afer.
« Ar pal a oa embann al levr e memes koulz hag ar film. Diaes e oa. Ret e oa mont buan. An holl o deus labouret buan. Ha n’eo ket bet reizh an traoù… Met mont mat a ra ar jeu.Kalz skouerennoùzo bet gwerzhet : ouzhpenn 500 bandenn-dreset e-pad an hañv… A-raok saloñs al levrioù e Karaez. Ar pezh a dalv e vo gwerzet ar BD muioc’h eget an holl vandennoù-treset all e brezhoneg. Ugent vloaz zo n’hon eus ket gwelet an dra-se. »
,
Padal e tle, hervezañ, an droidigezh bezañ graet e brezhoneg standard. « M’eo skrivet an destenn en ur galleg a live uhel e ranker treiñ anezhi en ur brezhoneg standard. Ret eo ivez skrivañ an akronimoù gant lizherennoù e brezhoneg, evel KBSLD e lec’h FNSEA d’ar vrezhonegerien gellout deskiñ anezho. »
Etre daouarn an Ofis eo bet an troidigezhioù graet gant Tugdual Karluer ha gant Katell Leon. « Bodet hon doa ur gomision da adlenn an destenn », eme Fulup Jakez, ar penn-rener. « Met n’eo ket bet kemeret e kont an difaziadennoù gant an embanner. Lavaret en deus deomp e oa bet kaset al levr d’ar stal-moullañ, a-raok hon defe echuet da adlenn Bezhin glas. » Unan eus an izili eus ar gomision-se en deus disklaeriet deomp : « Fuloret omp. »
Just a-walc’h. Deuet eo a-benn Splann ! da lenn un nebeut posteloù zo bet kaset gant an adlennerien. War ar seblant ne oa ket an holl a-du gant soñj Ronan Al Louarn. Setu ar pezh zo bet lavaret gant Olier Ar Mogn, rener skiantel bet an Ofis.
Er fin ez eus bet embannet ul levr « leun a fazioù », eme Ronan Al Louarn e-unan. Met dreist-holl n’eo ket bet doujet d’al lezenn a ro da c’houzout n’haller ket cheñch un destenn hep kaout asant an hini en deus skrivet anezhi pe an hini en deus troet anezhi.
N’eo ket bet doujet, kennebeut, d’ar reolennoù evit gellout kaout ur yalc’had gant Rannvro Breizh abalamour ma n’eo ket bet kemeret e kont an difaziadennoù graet gant an Ofis.
Koulskoude eo bet roet ar skoazell-arc’hant en e bezh evit embann Bezhin Glas, an istor difennet : 3.752,50 € a arc’hant publik diwar ur budjed hollek uhel a 7.005 € (HT) evit moullañ 800 skouerenn (lamet eo bet ar sammad roet gant Splann ! eus ar c’hontoù-se).
Diskouez a ra an afer-se n’eo ket anavezet mat gwirioù an droerien, hag a zo heñvel-tre eus ar re a skriv ul levr, gant Servij yezhoù Breizh hag an embanner.
« N’houllan ket lakaat enebiezh etre “brezhonegoù” disheñvel. Rebechet eo bet din ne oa ket “standard” a-walc’h ma brezhoneg, evel m’am befe troet pep tra gant un doare yezh dre gomz eus Bro-Dreger. Ha n’eo ket gwir : n’em eus ket troet pep tra ingal, hervez ma oa eus un tabut pe dielloù skiantourien da skouer. Ma anv zo bet lakaet war ar BD. Padal, n’eo ket an droidigezh em eus graet, seurt ebet, na ma doare da welet ar yezh. Ken fuket hag al lennerien on. »
,
E 2020 e oa bet reuz gant Bezhin glas, an istor difennet a oa da vezañ lakaet e brezhoneg. Nac’het e oa bet gant Skol Vreizh embann anezhi rak aon o doa bet renerien an ti-embann koll ul lodenn eus ar yalc’hadoù a resevont gant Rannvro Breizh… D’ar poent se e oa tost dilennidi zo eus an FNSEA (KBSLD). Tri bloaz war lec’h ez eus brud tro-dro al levr adarre ! Met ar wech mañ n’eo ket abalamour d’an titouroù a gaver ennañ met abalamour d’ar stumm brezhoneg zo bet implijet. Diskouez a ra an afer-se pegen bresk eo bed an embann e brezhoneg.
Pouezus-tre eo ar yalc’hadoù evit gellout kas raktresoù da benn. Ha dreist-holl e tiskouez n’eo ket echu ar bezhin glas da zegas flaer !
Boest du
Embannet ez eus bet gant ti-embann An Amzer ur gemenadenn d’ar gazetennerien d’ar 25 a viz Gwengolo war e bajenn Facebook. Ennañ e c’haller lenn emañ ar gwir gant an embanner ober un droidigezh « en ur zoujañ ouzh testenn orin e galleg, hep cheñch na ouzhpennañ traoù ».
Evito, « n’eus abeg ebet » da vezañ bet goulennet groñs dre ul lizher distrujañ al levrioù a chom peogwir en deus « labouret en un doare reizh hervez ar gevrat ».
Servij kehentiñ Rannvro Breizh en deus respontet d’hon holl goulennoù dre bostel : « Roet zo bet skoazell-arc’hant da droidigezh bandenn-dreset “Bezhin Glas” evel m’az eo bet graet evit meur a levr. Resevet en deus an ti-embann 3.752,50 € dre Servij yezhoù Breizh. N’eus ket bet kemeret perzh en droidigezh na gant ar Rannvro, na gant Ofis publik ar brezhoneg. N’eus ket bet tu deomp reiñ un ali abalamour ma oa re verr an amzer. »
Inès Léraud zo unan eus ar gazetennerien o deus krouet Splann !. Skrivet eo bet ganti div rann eus enklask « Moc’h fall ». N’eo ket ezel eus Splann ! Tugdual Karluer met troet eo bet gantañ an enklask diwar-benn an aer saotret gant amoniak e Breizh hag hini diwar-benn ar pezh a vez graet gant embregerezh Iberdrola e Amerika er Su. N’eo ket meneget er pennad-mañ Léandre Mandard. Troet eo bet gantañ ar BD Bezhin glas e gallaoueg hag a zo bet embannet ivez gant ti-embann An Amzer. Ezel eus Splann ! eo eñ.
- Article précédent: Enklask nevez : Brezel ar parkeier
- Article suivant: Parkeier : brezel tro-dro d’ar Safer
Koumanantit d'hon c'heleier
Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo !
En ur lakaat ma anv evit lizher-kelaouiñ Splann ! e asant din e vo implijet ar roadennoù personel am eus pourchaset (chomlec'h postel) da-ge